Gouzout a raemp e oa danvez skrivagnerien nevez e Breizh. Gant an tolpad danevelloù-mañ e kompreno al lenner emañ David ar Gall, gwenedour eus Bro-Bourlet, da vezañ lakaet e-touez ar

Gouzout a raemp e oa danvez skrivagnerien nevez e Breizh. Gant an tolpad danevelloù-mañ e kompreno al lenner emañ David ar Gall, gwenedour eus Bro-Bourlet, da vezañ lakaet e-touez ar re varrekañ ha soutilañ, ar re eo puilh o awen ha ouesk o fluenn. Lakaat a ra war-wel ur bed liesliv: a-wezhioù teñval ha du, livañ a ra bedoù kriz, amzerioù da zont goulazhet, bedoù pulluc'het, gant fent ur Gwenedour evel-just. Gwezhioù all e vo trec'h ar vuhez, ar garantez. War hent Arkadius ne c'hell ket an enoe bout trec'h gwezh ebet...

Hent Arkadius est un recueil de nouvelles.

172 p. 15,5 x 22 cm Here / octobre 2009 ISBN 978-2-7368-0076-5 13 € (+ 10 % mizoù-kas / frais de port)

Al Liamm 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet 22300 LANNUON 02 96 48 03 00 kab@brezhoneg.org

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus