A-enep skarzhiñ an implijoù, digresk an tuta, kresk an implijoù bresk. Evit ur gwir statud evit Diwan ha kinnig hollek ar c'helenn Brezhoneg. Harz labour broadel unvan Yaou 15 a viz Mae 2008 ha manifestadeg evit an holl dirak Radio Bleu Armorique 10 e 45
SLB Deskadurezh
A-enep skarzhiñ an implijoù, digresk an tuta, kresk an implijoù bresk. Evit ur gwir statud evit Diwan ha kinnig hollek ar c\'helenn Brezhoneg.
Harz labour broadel unvan Yaou 15 a viz Mae 2008
Tagadennoù krisoc\'h eget biskoazh : Serriñ postoù kelenn pa vo roet eurioù ouzhpenn da re leun amzer, melestradurel ha kempenn en eil derez. Un toullad danvezioù skarzhet e kalz a liseoù, evel ar Brezhoneg. Re nebeut a bostoù er c\'hentañ derez da daliñ ouzh ar c\'hresk skolidi. Kresk an implijoù bresk e pep lec\'h, kelennerien ha nann-kelennerien. Digresk ar postoù er c\'henstrivadegoù : kelennerien ar skolioù, CAPES (evit ar Brezhoneg, da skouer), CAER (hini ebet evit ar Brezhoneg abaoe 6 vloaz, da skouer). Programoù diwar-lerc\'h evit ar c\'hentañ derez.
Ur respont hepken, ar stourm…
Harz-labour ha manifestadeg evit an holl Yaou 15 a viz Mae
Gervel a ra SLB holl labourerien an deskadurezh e Breizh : kelennerien, implijidi ar melestradur, implijidi ar c\'hempenn, studierien ha liseidi d\'ober harz-labour ha da vanifestiñ gant ar sindikadoù all (emgav e Roazon gant gitonioù ha bannieloù SLB dirak Radio Bleu Armorique 10 e 45).
M. Cotten
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !