Haiku zo bet savet gant ar vugale e Kemperle, Banaleg, Tremeven.

Haiku zo bet savet gant ar vugale e Kemperle, Banaleg, Tremeven. Dre chans, ken dister eo niver a haiku kaset e brezhoneg, ha nebeutoc'h c'hoazh e galloeg.

Neuze, krogit en ho pluennoù, pe ho logodenn ha touchennaoueg : 5/7/5 silabenn, ar glav, ur verb nemetken, ur santadur, ha kas anezho da : taolkurun@laposte.net

Setu un nebeut skouerioù evit sikour deoc'h, a-raok barnadenn ar juri a vo d'an 11/01/2014, met ret e vo deoc'h kas ho haiku (tri d'ar muiañ) a-raok d'ar c'hentañ a viz Genver ! Hag evit lenn an holl : http://taolkurun.free.fr/

Bugale

E maez an ti
ma c'hazh o viaoual
chomet dindan ar glav !

Fresk-tre er forest
luc'hed aour-melen ha glaw
tomm-tre eo an ti.

Risklet un den war ar straed
chomet eo war al leur
ha me 'ran ket forzh.

Krennarded

Glas ar c'houmoul-glav
skeudenn ma zad-kozh karet
marv e-pad an hanv.

Ar glav a rae trouz
ploka ploka plok
ha me, me-unan er gêr.

An tan é strakal
glav yen éc'h ober
nedeleg zo é tostaat.

Tud deuet

Raden sec'h beuzet
dindan ar glav
klask a ran ma hent.

Ar stêr he red herr
flik-ha-flok an daeloù
gwerz ar goumoulenn.

Glav ra war ma blev
dirak ar stal chokolad
ha dour em genoù.