Goude an troad, an dorn, ar c'hilog ... setu dibab ar juri e brezhoneg. Ne oa ket a-walc'h a berzhidi : pelec'h emañ awen barzhed Breizh ?

Gourc'hemennoù da skolajidi ar Releg ha d'o c'helenner Gwenole Bihannig ! Mankout a ra bugale ar skolioù kentañ derez (skol ebet o kemer perzh) memestra. Bodet e oa ar juri gant Mai-Ewen, Bernez Tangi ha Malo Bouessel du Bourg e Kemperle evit dibab ar re wellañ, hep gouzout anv ar barzh (mod-se e vez graet ganto atav).

Nebeutoc'h a varzhonegoù e brezhoneg a zo bet kaset ar bloaz-mañ. Kit war al lec'hienn da heul evit lenn anezho : http://taolkurun.free.fr/

Tud deuet

1-Avaloù an eskob
dirak ar presbital
didud.

Milena Krebs

2-Dous moen, dous rous
laou sant Jozeb
o tebriñ ho tivjod lous.

Milena Krebs

3- An hini kozh a lufr
an aval dilezet
setu al loar gann.

Eduard Tara

Bugale

1-Latar 'zo er maez
ne weler tra,
un dakenn ruz, an aval.

Branwen Morvan

2- Ur galonig vuhez
ur c'hwezh dous
kuzh a-drenñv an deliennoù.

Maelle Hello

3-Un aval ruz
o c'hoari toull-kuzh
e-touez an deliennoù glas

Trestan Cregnou