Huuuum ! Ilbouedus a oa roll-meuzioù kentel geginañ diwezhañ Kentelioù an Noz ! Daouzek keginer n'int ket bet gouest da herzel ouzh un hevelep temptadur. Met a-raok tañva e tlejont heuliañ a-zoug-kamm

Huuuum ! Ilbouedus a oa roll-meuzioù kentel geginañ diwezhañ Kentelioù an Noz !

Daouzek keginer n'int ket bet gouest da herzel ouzh un hevelep temptadur. Met a-raok tañva e tlejont heuliañ a-zoug-kamm alioù hor penn-keginer Kristof. Ha gwelloc'h eo bezañ aketus evit soñjal lakaat amann war vord ar moull (mut e chomimp war anv an hini giriek...) !

Evel pep keginer en deus Kristof e sekredoù a zo bet efedus-kenañ (“arabat implijout jiñjebr!” eo an ali a zalc'ho soñj ar strollad). En diwezh e oa laouen an holl gant un disoc'h ken lipous ha kig-moc'h gant karamel hag un dartezenn sitroñsoù. Seul blijusoc'h e voe ar pred o vezañ ma oa bet fardet gant an deskarded o unan !

Eüruzamant ho po troioù-all a-hed ar bloavezh da zeskiñ troioù-hud hon achantour a benn-keginer...

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l’enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique. En savoir plus