Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Gwiskit t-shirt 30 vloaz Diwan
2007 : 30 vloaz eo skolioù Diwan ! Evit lidañ an degouez-se e kinnigomp deoc'h lakaat an t-shirt dibar krouet a-ratozh gant Kukuxumusu + Bokart. Brudet mat eo an embregerezh euskarat-mañ a-drugarez d'ha saout fentus ha pennfollet. Krouet en deus Kukuxumusu + Bokart un dresadenn dibar a ziskouez ar gouel
Stéphanie Stoll Par Harpañ Diwan e Perroz le 9/06/07 17:21

2007 : 30 vloaz eo skolioù Diwan ! Evit lidañ an degouez-se e kinnigomp deoc'h lakaat an t-shirt dibar krouet a-ratozh gant Kukuxumusu + Bokart. Brudet mat eo an embregerezh euskarat-mañ a-drugarez d'ha saout fentus ha pennfollet.

Krouet en deus Kukuxumusu + Bokart un dresadenn dibar a ziskouez ar gouel bras-se tro-dro d'un tantad, gant tud an holl remziadoù o tañsal war blasenn bublik.

En traoñ an dresadenn e vez lennet an het graet gant Añjela Duval pa oa diazezet er skol Diwan gentañ en Gwitalmeze (Penn-ar-Bed) e 1977 : « Evel ma sav ar raden e gwasked ar man ra resko stan ha laouen bugaligoù DIwan ».

Vak emañ an t-shirt war pevar liv (glas sklaer pe teñval, melen, ruz), tri stumm ha 12 ment. Gwerzhet e vez 12 euro gant skolioù DIwan ar vro pe dre an Internet war tshirt.diwan.free.fr (paeañ sur dre bPayPal, 3 euro frejoù kas). Arc'hantet vo ar skolioù Diwan gant ar gounidoù ; lik, digoust ha digor d'an holl eo skolioù Diwan.

Titour digant : Skol Diwan Louaneg, tshirt.diwan [at] yahoo.fr + tshirt.diwan.free.fr

logo
Harpañ Diwan e Perros a zo kuzul skoazell skol Diwan Louaneg. Digoret eo ar skol a-baoe miz Eost 2006.
Gwelout pennadoù all Harpañ Diwan e Perroz
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons