Gant an ao. François Goulard, kannad-maer Gwened, hag an ao. Dominique Mourier, maer Aradon, an hini kentañ o vezañ prezidant hag an eil besprezidant Gwened Tolpad, e oa bet degemeret e sez an Tolpad-kêrioù d'an 9 a viz Gwengolo 2010 an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'Huzul-rannvro

Gwened Tolpad, Diazezadurioù Foran a Genlabour Etrekumunel (DFKE) kentañ ar Mor-Bihan o sinañ Ya d'ar brezhoneg

Gant an ao. François Goulard, kannad-maer Gwened, hag an ao. Dominique Mourier, maer Aradon, an hini kentañ o vezañ prezidant hag an eil besprezidant Gwened Tolpad, e oa bet degemeret e sez an Tolpad-kêrioù d'an 9 a viz Gwengolo 2010 an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'Huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis ar Brezhoneg, evit sinañ ar garta.

Gant Gwened Tolpad ez eus bet dibabet 7 ober da gas da benn vat.

Da lavaret eo : sevel panelloù divyezhek bep tro ma vo lakaet re nevez ; kartennoù-pediñ en div yezh ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c'helenn d'an oadourien ; kas da benn un enklask da c'houzout piv a oar brezhoneg e-touez implijidi an DFKE ; reiñ ur skoazell arc'hant da sevel ur media e brezhoneg war an dachenn etrekumuniel ; fiziañ en Ofis ur studiadenn war al lec'hanvadurezh.

Embannet he doa an it. Louarn e oa stad enni o sinañ ar garta hag o welet ez ae war-raok diorren ar c'helenn brezhoneg war tachenn Gwened Tolpad. Goulennet he doa ivez war un dro e vefe klasket krouiñ lec'hioù kelenn nevez e bro Gwened.

Degas a reomp da soñj d'hol lennerien e oa bet sinet ar garta gant 7 kumun ezel eus Gwened Tolpad (Gwened, Pleskob, Sant-Teve, Ploveren, ar Bonoù, Sine ha Teiz).

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus