Gwellaat ha mont donoc'h gant an divyezhegezh war ar panelloù : ur benveg nevez savet gant an Ofis ar brezhoneg. Kresket-kalz eo ar staliañ panelloù brezhonek e Breizh abaoe tregont vloaz. A

Gwellaat ha mont donoc'h gant an divyezhegezh war ar panelloù : ur benveg nevez savet gant an Ofis ar brezhoneg

Kresket-kalz eo ar staliañ panelloù brezhonek e Breizh abaoe tregont vloaz. A bep seurt panelloù zo bremañ : panelloù mont e-maez ha mont tre er c'humunioù, panelloù-henchañ, plakennoù straed, panelloù titouriñ war ar glad, asagnoù ar stalioù ha kement zo.

Padal, re alies e chom dister kalite an divyezhegezh kinniget d'ar vrezhonegerien. Bihanoc'h pe en italek e vez skrivet ar yezh ingal c'hoazh. Ouzhpenn-se ez eus menegoù e-leizh na vezont ket troet n'ouzer ket re perak. A-hed ar bloaz e respont an Ofis da c'houlennoù an dilennidi, teknikourien an hentoù, tud a vicher war ar panellaouiñ ha santet e veze an ezhomm da gaout un ostilh sklaer a lakafe splann war wel standardoù an divyezhegezh a-feson.

6 pennreolenn a gaver el levrig; displeget int dre ar munud ha skeudennaouet kaer a-benn lakaat war wel penaos sevel ur panellerezh a-zoare, kempouez evit an div yezh, doujus ouzh an doare da skrivañ an anvioù-lec'h hag ouzh reolennoù strizh ar panellerezh-hent.

Evit kaout ar blaketenn nevez-mañ, skrivit da
Ofis ar Brezhoneg,
10 straed Naonediz
35000 Roazhon,
pe pellgargit ar pezh-stag.

http://www.ofis-bzh.org/upload/actualite/fichier/bzh/313fichier.pdf

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus