Gant Ofis ar Brezhoneg e vez troet ingal testennoù ofisiel a-benn lakaat anezho e-kerzh an holl evit ma vefent implijet e-kichen an testennoù e galleg. Troet ez eus bet teulioù melestradurel c'hoazh evel an « Aotre da guitaat an tiriad » (a ranker sevel evit ar vinored a ya d'an estrenvro),

Gant Ofis ar Brezhoneg e vez troet ingal testennoù ofisiel a-benn lakaat anezho e-kerzh an holl evit ma vefent implijet e-kichen an testennoù e galleg.

Troet ez eus bet teulioù melestradurel c'hoazh evel an « Aotre da guitaat an tiriad » (a ranker sevel evit ar vinored a ya d'an estrenvro), ar « Paper ganedigezh » pe c'hoazh al « Levrig familh ».

Testennoù ofisiel a denn d'ar vuhez foran a c'haller kavout ivez evel « Karta Sevenadurel Breizh » pe troidigezh menegoù evit ar bilhedaouerioù.

Hiziv e kinnig deoc'h servij Treiñ-Aliañ Ofis ar Brezhoneg doare klok an destenn ofisiel « Gwareziñ ar vinored ha kastizañ ar vezvidigezh dirak an holl ». En holl davarnioù e c'heller pegañ an destenn-mañ e-kichen an destenn c'hallek.

Evit gouzout hiroc'h kit war lec'hienn an Ofis : http://www.ofis-bzh.org

pajenn "Servijoù", dibabit "Treiñ-Aliañ" ha da c'houde "labourioù kinniget".

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus