Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
An dileuriezh dirak studioioù TG4. Kristen ar Gars (Kuzul Rannvro)  Laors Skavenneg (Dizale). Yann Bêr Thomin (Kuzul Rannvro). Lionel Buannic (Brezhoweb). Samuel Julien (Dizale). Gwenvael Jéquel (Gwagenn TV). Andrew Lincoln. Soazig Daniellou (Kalanna Prod
An dileuriezh dirak studioioù TG4. Kristen ar Gars (Kuzul Rannvro) Laors Skavenneg (Dizale). Yann Bêr Thomin (Kuzul Rannvro). Lionel Buannic (Brezhoweb). Samuel Julien (Dizale). Gwenvael Jéquel (Gwagenn TV). Andrew Lincoln. Soazig Daniellou (Kalanna Prod
Kinnig Gwagenn TV.
Kinnig Gwagenn TV.
- Communiqué de presse -
Gwagenn TV ha pennc'hoarieron ar c'hleweled e brezhoneg o kinnig o labour dirag Kelted all e Bro Iwerzhon
Etre ar 16 hag an 18 a viz Ebrel o deus kemeret perzh Bretoned er « c'hCeltic Media Festival » e Gaillimh (Galway) e Bro Iwerzhon. Izili eus Dizale, Gwagenn TV, Kalanna produksion, Brezhoweb ha Kuzul Rannvro Breizh a zo aet da Vro Iwerzhon evit eskemm mennozhioù, kinnig traoù
Gwenvael Jequel pour Gwagenn TV le 18/04/08 19:53

Etre ar 16 hag an 18 a viz Ebrel o deus kemeret perzh Bretoned er « c'hCeltic Media Festival » (voir le site) e Gaillimh (Galway) e Bro Iwerzhon. Izili eus Dizale, Gwagenn TV, Kalanna produksion, Brezhoweb ha Kuzul Rannvro Breizh a zo aet da Vro Iwerzhon evit eskemm mennozhioù, kinnig traoù ha diskouez an intruduoù nevez a vez kemeret e Breizh e bed ar c'hleweled. Goude bezan gwelet studioioù TG4, ar chadenn skinwel en iwerzhoneg, ar Vretoned (nemet brezhonegerien) o deus selaouet prezegennoù ha daeloù a bep seurt diwar-benn bed ar c'hleweled er broioù Kelt. Ar festival-se a zo bet ivez un digarez evit ober ar poent diwar-benn bed ar c'hleweled e brezhoneg.

Hiriv eo bet kinniget e brezhoneg hag e saozneg al labour bet graet e Breizh er mare-man. Iwerzhoniz, Skosiz, Kembreiz, Kerneveuriz ha Manaved o deus bet tro da welout war ur skramm bras al labour kaset da benn gant ar c'hevredigezhioù hag ar stalioù produksion. Kinniget eo bet tammoù eus:

Ken Tuch' (Dizale ha LBK) Brezhoweb Strak (Kalanna) Shakespeare in Love e brezhoneg (Dizale) Film Gwagenn TV diwar-benn an dilennadegoù ti kêr e Roazhon (graet gant Padraig Féroc)

Kinniget eo bet Gwagenn TV hag e raktresoù gant Gwenvael Jéquel he frezidant. En e brezegenn e saozneg en deus displeget eus pelec'h e teu Gwagenn TV ha petra eo ar palioù. Pouezhet eo bet war ar fed n'eo ket echu ar stourm evit ar brezhoneg memes ma traoù a zo bet gounezet. Displeget en deus ivez n'eus ket da c'hortoz an traoù evit o c'haout, ret eo ober anezho, dreist holl a-fed ar brezhoneg.

Sellit ouzh ar Video (1 e 11) war (voir le site)

Dalc'het e vo ar bloaz o tont ar Festival e Bro Gembre. Klasket e vo kas muioc'h a Vretoned eno ha kinnig muioc'h ha raktresoù a-benn krenvaat al liammoù gant ar Broadoù Keltiek all.

Eus an devezhioù kentelius ha frouezhus-se e vo graet ur film evit Gwagenn TV...evel just !

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 1) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons