Aotrou, O trugarekaat a reomp evit ho lizher, ha fellout a ra deomp lavar sklaer e gavomp talvoudus-tre labour kevredigezhioù evel Ar Falz ha Skol Vreizh evit ma yafe war-raok an embann e brezhoneg ha war dachenn sevenadur Breizh. Klasket hon eus respont d'ar goulennoù ho peus kinniget deomp


Ao. Paolig COMBOT
Prezidant Ar Falz / Skol Vreizh
41, quai de Léon
29600 Morlaix


Roazhon, d'ar 5 a viz Meurzh 2010


Aotrou,

O trugarekaat a reomp evit ho lizher, ha fellout a ra deomp lavar sklaer e gavomp talvoudus-tre labour kevredigezhioù evel Ar Falz ha Skol Vreizh evit ma yafe war-raok an embann e brezhoneg ha war dachenn sevenadur Breizh.

Klasket hon eus respont d'ar goulennoù ho peus kinniget deomp, amañ da heul. Spi hon eus e vo tu deoc'h ivez lenn hor programm ha kavout ennañ ar respontoù a c'hellfe mankout.

Evel-just ez omp prest da genderc'hel an eskemm ganeoc'h goude an dilennadegoù ivez.

Ma fell deoc'h kaout muioc'h a ditouroù, mar plij lennit hor programm war : http://bretagne.regions-europe-ecologie.fr/684-le-programme-europe-ecologie-bretagne/

Degemerit, Aotrou, hor gwellañ gourc'hemennoù.

Guy Hascoët
Hag holl skipailh listenn Europa Ekologiezh Breizh


Europa Ekologiezh Breizh
18 straed Victor Hugo
35000 Roazhon – Rennes
infos@europe-ecologie-bretagne.org


Kinnigoù Europa Ekologiezh Breizh evit diorren an embann e brezhoneg ha war dachenn sevenadur Breizh

Kendalc'het e vo politikerezh skoazell d'an embann ha d'ar skignañ levrioù e brezhoneg pe levrioù e galleg o tennañ da sevenadur pe istor Breizh : skoazell da vont en-dro ar c'hevredigezhioù pe c'hoazh evit ma vefont gwelet er saloñsoù.

Klasket e vo tizhout ul live a efedusted uhel dre labour dielfennañ ar filierenn a zo bet kroget gant an DPKS (EPCC e galleg) Levrioù ha lennadennoù e Breizh.

Dalc'het e vo un diviz digor d'an holl re a gemer perzh d'an embann e brezhoneg pe war dachenn sevenadur Breizh, a-benn kavout asambles an doare gwellañ da suraat dazont ar filierenn - a zo ken pouezhus evit ar yezh.

Ur skouer eus ar raktresoù a c'hello bezañ lakaet e pleustr : a-du omp evit ma vefe embannet ul levr war istor ha sevenadur Breizh evit al liseidi (da skouer). Prometet e oa bet e 2004, ha dilezet gant lodenn vrasañ ar muiañ-niver er Rannvro. Goulenn groñs a reomp evit ma vo kaset da benn ar raktres

Jean-René Le Quéau

La ville de Morlaix abrite depuis plus de 25 ans un des plus actifs éditeurs de Bretagne. En effet, les Éditions Skol Vreizh ou l\\\'École bretonne publient chaque année une quinzaine de titres : livres, revues, disques, et cassettes.

En savoir plus