Dregantad a yezherien dre rummad oad
Dregantad a yezherien dre rummad oad © photographe

Deuet e oa 70 a dud da goc'hu Karaez d'an 20 a viz C'hwevrer da-geñver an abadenn kenaozet gant an OPAB ha ti-kêr Karaez evit kinnig disoc’hoù an enklask war

Deuet e oa 70 a dud da goc'hu Karaez d'an 20 a viz C'hwevrer da-geñver an abadenn kenaozet gant an OPAB ha ti-kêr Karaez evit kinnig disoc'hoù an enklask war an anaoudegezh hag an ober gant ar yezh e kumun Karaez.

Evit ar wech kentañ e Frañs ez eus bet gallet kas da benn un enklask war ar brezhoneg a-geñver gant an niveradeg. Grataet e oa bet al Label a laz hollek hag a varregezh stadegel d'an enklask prientet gant Arsellva implij ar yezhoù gant kuzul broadel an titouriñ stadegel. Skignet eo bet e-touez 3 546 tiegezh kumun Karaez. 61% anezho o deus respontet, ar pezh a ya d'ober 3 813 den o chom e Karaez.

Kalz titouroù talvoudus a c'heller tennañ eus al labour-mañ war stad ar brezhoneg er gumun.

Da gentañ e weler splann talvoudegezh ar c'helenn divyezhek hag ar c'helenn d'an dud deuet evit ledañ anaoudegezh ar yezh e-mesk an dud dindan 40 vloaz.

E Karaez, 3 skol gentañ derez diwar 4 a zo enno un hentad divyezhek. Kinnig a reer da holl skolidi ar skolioù kentañ derez publik tañva ar yezh ivez ha kentelioù zo en 2 skolaj. Al lise nemetañ a zo gant Diwan evit poent zo e Karaez ivez. Gant se e weler mat un adlañs eus an niver a dud a oar brezhoneg e-touez ar re yaouank : muioc'h zo anezho er rummadoù oad dindan 20 vloaz eget er re a zo etre 20 ha 40 vloaz.

Da heul e weler fiziañs e-touez ar vrezhonegerien yaouank. Komz a reont brezhoneg aliesoc'h eget ar rummadoù koshoc'h, treuzkas a reont ar yezh muioc'h ha goulenn a reont muioc'h a servijoù e brezhoneg ivez.

Mod all, dont a ra war wel pegen tomm eo tud Karaez ouzh ar yezh, pe e komzfen anezhi pe ne rafent ket. 2 zen diwar 3 a zo o chom e Karaez zo tomm ouzh ar yezh, 1 diwar 2 e Breizh.

Diouer a ra e Breizh an enklaskoù war ar vrezhonegerien, an implij a reont eus ar yezh ha soñj an dud war ar brezhoneg dre vras. Un enklask dibar eo an hini a zo bet sevenet aze, diskouez a ra an ezhomm da gaout goulennoù diwar-benn ar yezh en niveradeg hollek evit bezañ gouest da heuliañ pizh an anaoudegezh o deus ar Vretoned eus o yezh hag an ober a reont ganti.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus