Da youlidi ar Redadeg Da gentañ penn e lâromp deoc'h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n'eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac'hanoc'h d'ur fest aozet d'ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc'h benn nebeut. Ma plijfe deoc'h anveout gwelloc'h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac'hanoc'h da...

JPEG - 488.6 ke

Da youlidi ar Redadeg

Da gentañ penn e lâromp deoc'h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n'eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac'hanoc'h d'ur fest aozet d'ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc'h benn nebeut.

Ma plijfe deoc'h anveout gwelloc'h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh en hon emvod kentañ d'ar Sadorn 20 a viz Here, e Karaez, ivez.

- 10e-12e30 : degemer ar re nevez > ober anaoudegezh, aozadur ar Redadeg (live lec'hel ha live Breizh), respont d'ar goulennoù…

- 12e30-2e : pred rannet

- 2e-4e30 : emvod-meur ar Redadeg (digor d'an holl, met dav eo bezañ ezel(ez) evit votiñ).

Trugarez da lâret deomp an abretañ ar gwellañ hag-eñ veoc'h gwelet pe get.

Evidomp prientiñ hon emvod-meur bloaziek e kinnigomp deoc'h respont d'ur sontadeg berr. Hervezoc'h, petra eo palioù pennañ ar Redadeg evit ar bloavezhioù da zont ?

Trugarez da respont d'ar sontadeg en linenn d'ar Meurzh 16 a viz Here d'an diwezhatañ, amzer deomp dielfennañ an disoc'hoù a-raok an emvod-meur. Ho respontoù a sikouro ac'hanomp da zibab ha da dapout divizoù evit dazont ar Redadeg (war an aozadur, war an arc'hant, war ar c'hehentiñ…).

A wir galon,

Leïla Simon ha Jerald ar Gov, kenbrezidanted ar Redadeg

**

Ce communiqué est paru sur Ar redadeg https://www.ar-redadeg.bzh

Ar Redadeg

<i>Ar Redadeg</i> symbolise la transmission de la langue bretonne à travers les générations et les territoires tout en collectant des fonds pour favoriser la pratique du breton dans la vie sociale et familiale.
Née en 2088, la Redadeg a lieu tous les deux ans, la 3e édition était en mai 2012, de Brest à Douarnenez
Des milliers de personnes courent nuit et jour, en relais, à chaque kilomètre sur 1500kms et sur les 5 départements bretons.
Le témoin, symbole de la langue bretonne, transporte un message gardé secret, il passe de main en main et est lu à l'arrivée.

C'est un événement à la fois solidaire, sportif, culturel, familial, populaire et festif. Un événement à fort impact médiatique, économique et culturel.

<b> En 2014 il est prévu de courir entre le samedi 24 mai et le samed En savoir plus