Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Appel -
Goulenn ur skoazell arc’hant evit ar c’houlzad kelaouiñ
Aet eo niver ar skolidi enskrivet er skolioù divyezhek en tu all da zek mil e 2005. Niverusoc’h o dije gellet bezañ panevet skoilhoù a bep seurt, diaes da vont dreist dezho, lakaet war hent an teir hentenn. Penn kentañ un emsav an hini eo hag a c’hell bezañ kreñvaet en dazont, dreist-holl a drugarez d’ar c’helaouiñ
Patrick Malrieu pour Conseil Culturel de Bretagne le 20/02/06 15:44

KEMENNADENN

Roazhon/ Rennes, d’ar Yaou 16 a viz c’hwevrer 2006

Aet eo niver ar skolidi enskrivet er skolioù divyezhek en tu all da zek mil e 2005. Niverusoc’h o dije gellet bezañ panevet skoilhoù a bep seurt, diaes da vont dreist dezho, lakaet war hent an teir hentenn. Penn kentañ un emsav an hini eo hag a c’hell bezañ kreñvaet en dazont, dreist-holl a drugarez d’ar c’helaouiñ.

Dianav eo ar skolioù divyezhek da galz a gerent ha niverusoc’h int c’hoazh o tianavezout perzhioù mat an divyezhegezh diazezet war ur yezh rannvro. Ret eo ober gant binviji bras ha koustus evel ar skinwel, ar skingomz, ar c’hazetennoù hag ar skritelloù evit kelaouiñ tud Breizh a-bezh.

Goulennet en deus Kuzul Sevenadurel Breizh ur skoaziad digant ar C’huzul rannnvro ha Kuzulioù Meur Breizh hag ivez digant e izili hag embregerezhioù a-benn dastum an arc’hant ret evit seveniñ ur c’houlzad kelaouiñ. Palioù ar c’houlzad-se a vo, war un tu, broudañ ar gerent da enskrivañ o bugale en un hentenn divyezhek ha, war un tu all, broudañ ar re yaouank da zibab ar vicher a gelenner war ar brezhoneg hag e brezhoneg.

Graet e vo ar c’houlzad er mizoù ebrel/mae 2006 ha rankout a ra Kuzul Sevenadurel Breizh gouzout an abretañ ar gwellañ pegement e c’hello kaout a-benn mirout pannelloù bruderezh ha seveniñ ar film ma vo graet gant ar benveg kelaouiñ-se.

Goulenn a ra Kuzul Sevenadurel Breizh digant an holl re a fell dezho kas war-raok kelennadurezh ar brezhoneg dre gemer perzh er c’houlzad-se kas o chekenn da : Kuzul Sevenadurel Breizh – 7, straed Jeneral Guillaudot – 35069 ROAZHON CEDEX. Skrivañ “KSB-koulzad kelaouiñ” warnañ. Ur skrid testenni a vo kaset da bep donezoner a-benn kaout un distaol war an tailhoù a 66 % eus ar road.

Ar C’hadoriad Patrick MALRIEU

COMMUNIQUÉ

Roazhon/ Rennes, le jeudi 16 février 2006

Le cap des dix mille élèves dans les écoles bilingues a été franchi en 2005. Ce nombre aurait pu être plus élevé sans les nombreux et difficiles obstacles qui ont entravé le développement des trois filières. C’est le début d’un mouvement qui peut être renforcé à l’avenir grâce à l’information notamment.

En effet beaucoup de parents ignorent l’existence des écoles bilingues et ils sont encore plus nombreux à ignorer les avantages liés au bilinguisme fondé sur une langue régionale. Donner une information au public de la Bretagne entière nécessite l’utilisation des grands et coûteux moyens de communication comme la télévision, la radio, la presse et les affiches.

Le Conseil Culturel de Bretagne a sollicité le Conseil Régional, les Conseils Généraux de Bretagne ainsi que ses membres et les entreprises pour réunir l’argent nécessaire à la réalisation d’une campagne d’information. Les buts de cette campagne seront, d’une part, d’inciter les parents à inscrire leurs enfants dans une filière bilingue et, d’autre part, inciter les jeunes à choisir le métier d’enseignant de et en breton.

La campagne sera faite en avril/mai 2006 et le Conseil Culturel de Bretagne doit savoir le plus tôt possible de combien il disposera afin de réserver les panneaux de publicité et réaliser le film de télévision si ce support peut être utilisé.

Le Conseil Culturel de Bretagne demande à tous ceux qui veulent promouvoir l’enseignement du breton en prenant part à cette campagne d’adresser sans tarder leur chèque à : Conseil Culturel de Bretagne- 7, rue Général Guillaudot – 35069 RENNES CEDEX. Inscrire « KSB-koulzad kelaouiñ » sur le chèque. Un reçu donnant une réduction d’impôt de 66 % du don sera envoyé à chaque donateur.

Le Président Patrick MALRIEU

KUZUL SEVENADUREL BREIZH / CONSEIL CULTUREL DE BRETAGNE 7, STRAED JENERAL GUILLAUDOT – 35069 ROAZHON CEDEX 7, RUE DU GÉNÉRAL GUILLAUDOT – 35069 RENNES CEDEX Tél / fax : 02 99 87 17 65 tél secrétariat : 02 99 63 18 83 Postel / courriel : ksb.ccb [at] wanadoo.fr Lec’hienn / site : (voir le site)

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 1) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons