Put your name here

Chronique
Goulc'han Kervella, skrivagner, c'hoarier, leurennier, daneveller
Un enrolladenn a-gozh, en galleg, met a ziskouez mat piv eo an den. Un den graet gantañ studioù medisinerezh, evit dibab, da vat, micherioù al leurenn evit adperc'hennañ e yezh hag e sevenadur
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 11/10/21 10:59 -- mis à jour le 11/10/21 10:59
Kervella :
Réalisation : Didier Olivré - féa
(168 vues)

Un enrolladenn a-gozh, en galleg, met a ziskouez mat piv eo an den. Un den graet gantañ studioù medisinerezh, evit dibab, da vat, micherioù al leurenn evit adperc'hennañ e yezh hag e sevenadur Un hanter c'hantved gouestlet d'ar c'hoariva. Ar basion vras, an Amoko, skrivagnerien evel Tangi Malmanche, Naig Rozmor, Helias, Drezen, Perrot... Ne baouez ket ar marc'h labour da furchal e eñvorennoù kuzhet Breizh ar pezh a zo da gompren, da zisplegañ. Lakaat a ra war al leurenn ar pezh a lak Breizh da vout ur vro gwallgaset gant ar C'hallaoued abaoe kement a amzer, evel e broioù Madagaskar, Afrika, ALjeria, ...

Plas d'ar ganerien abaoe un nebeut bloavezhioù : an enor rentet da Glenmor, da Youenn Gwernig, da Jack Kerouac. Prest atav da sikour, da vont war an hentoù da gelenn c'hoariva d'ar moused, d'ar re yaouank o tont da Blougerne evit deskiñ ar vicher.

Stummet o doa Nicole ha Goulc'han miliadoù a vugale, a grennarded, a dud deuet e arz ar c'hoariva. Deuet int a-benn da grouiñ ur gwir rouedad e Breizh gant tud zo aet d'ober c'hoariva lec'h all, pe da labourat gant Dizale, evit an tele, an advouezhiañ, ar c'han zoken.

Mersi dezho (diaes eo distagañ Goulc'han deus Nicole) evit tout al labour kaset da benn, hag a labour a vez graet hiziv an deiz, daoust int an daou war o leve bremañ !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 1 commentaires
  Marie-Noelle Rinquin
  le Lundi 11 octobre 2021 20:51
Gourc'hemennou Fanny evit ho pennad skrid hag an enrolladen diwar benn Goulc'han Kervella. Dizoloet 'm eus Goulc'han Kervella warlene nemet ken. Lennet 'm eus e danevellou " Boned glaz ar Pagan". Ur skrivagner hag un den d'ar c'hoariva fur, burzhudus, dreist. Un teñzor evit Breizh.
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.