Landreger, 14 Mae 2025 — E 2025 e vo renket Pardon Sant-Erwan e doare dreistordinal e Landreger, dre ma vo skignet en abadenn "Le Jour du Seigneur" war France 2, d’ar Sul 18vet a viz Mae da 10e30 vintin. Ar wech kentañ e vo evit ar pardon brudet-se, hag a vez lidet bep bloaz d'an 19vet a viz Mae (pe d'ar sul tostañ) e Landreger, kêr-benn Bro-Dreger.
Lakaat a raio an darvoud-mañ ar gouel da vezañ anavezet ha gwelet e pep-lec'h e bro-Frañs. Degas a raio ur sked nevez da ouel Sant-Erwan hag a zo gouel broadel Breizh, evel m’emañ gouel Sant-Padrig e Bro-Iwerzhon.
Ganet e Minihi-Landreger e 1253, Yves Helori de Kermartin (Kervarzhin) a voe beleg, alvokad ha den a justis. Reiñ a reas e vuhez evit servij ar Wirionez hag ar re baour, o nac’hañ brud ha pinvidigezh. Patrom ar Vretoned (a-unan gant Santez Anna), ha patrom Alvokaded ar bed a-bezh emañ-eñ.
Lakaet eo bet da Sant gant an Iliz, dindan ar pab Klemañs VI e 1347. Dre e vuhez eeun ha reizh e chom Sant-Erwan ur skouerenn don evit ar bobl vreizhat.
Bep bloaz e teu milieroù a dud da Landreger evit kemer perzh er pardon, un darvoud a laka war well ar Feiz hag an identelezh. Oferenn, koroll, kanaouennoù ha darvoudoù sevenadurel all. Deuet eo ar pardon da vezañ ur gouel bev-buhezek e kêr Landreger, e kalon Bro-Dreger.
E 2025, e vo roet ul lusk nevez d’ar pardon dre ar skignadenn war "Le Jour du Seigneur", un abadenn-skinwel relijiel brudet (skignet bep sul war chadenn France 2) e bro-Frañs.
Bez' e vo ur chañs evit ar Vretoned o vevañ er-maez Breizh, hag evit an holl a fell dezho bevañ ar pardon gant nerzh, from ha Feiz.
📌 Mat da c'houzout:
.1 da heul ar gouel e vo kinniget ur sonadeg gant bagadoù ha kanerien Breizh, hag abadennoù all e-kreiz kêr.
.2 France 2 "Le Jour du Seigneur" www.lejourduseigneur.com. Cheñchet e vo ar raktres, m’eus aon, hag e vo skignet kentoc’h an overenn gentañ lidet gant ar Pab Leon XIV, dilennet nevez zo. Un digarez eo koulskoude an 19vet a viz Mae da enoriñ unan eus brudetañ sent e Breizh.
.3 Kantik da Sant Erwan ( « Na n’eus ket e Breizh » ) https://www.kan-iliz.com/kantik-sant-erwan-na-neus-ket-e-breizh/
.4 Gerioù : Sant pe Zant ?
« Sant » e doare peurunvan (distaget Sant pe Zant, evel ma karit). « Zant » e doare skolveuriek.
Liester : « Sent/Zent ». Berrig : « S. Erwan ».
Ha pa vez anv eus maouezed : « Santez » / « Zantez ». Da skouer : « Santez Anna ». , liester « Santezed » / « Zantezed ». Berrig : « Sz Anna »
.5 Tro-lavar hengounel da geñver an amzer.
« Gwisket e neus Sant Erwan e vragoù glas ! »
Brav, n’eo ket ‘ta ? Implijet pa vez an oabl glas-glas ha digoumoul e diskouez mat an dro-lavar-mañ pegen karet eo S. Erwan e Breizh.
.6 Un anv-bihan a cheñch-dicheñch a vroig da vroig.
« Erwan, Ervoan, Cheun, Eon, Eozen, Yeun, Youenn, Youn,... » ha kement zo !
.7 Roma, iliz « Sant Erwan ar Vretoned » (église « Saint Yves des Bretons » ). Pennad war al lec’hienn Ar Gedour : https://www.argedour.bzh/rome-ne-manquez-pas-le-pardon-de-st-yves/ g