Skol Diwan Gwened zo laouen ouzh ho pediñ d'hec'h arvest Nedeleg. Pred ar familhoù a vo d'e heul. D'ar Sadorn 15 a viz Kerzu, adal 10 e. 15 diouzh ar beure e krogo an abadenn e kantinenn skol Wioñvarc'h e-tal hor skol. Un diskouezadeg luc'hskeudennoù gant Loeiz Bloñs a vo kinniget deoc'h ivez ...

Skol Diwan Gwened zo laouen ouzh ho pediñ d'hec'h arvest Nedeleg. Pred ar familhoù a vo d'e heul. D'ar Sadorn 15 a viz Kerzu, adal 10 e 15 diouzh ar beure e krogo an abadenn e kantinenn skol Wioñvarc'h e-tal hor skol.

--------------------------------------------------------------------------------

A-hend all ez eus degouezhet un diskouezadeg gant Loeiz Bloñs e Gwened e-kerzh 30 vloaz Diwan. Diwar lagad an arzour ez eus kinniget luc'hskeudennoù a zegas soñj eus hanez Diwan betek bremañ http://www.diwanbreizh.org/foran/blons/ .
Digor eo an diskouezadeg en dielldi-kêr a-hed miz Kerzu eus al lun d'ar Gwener – eus 8 e 15 da 12 e 15 hag eus 1 e 15 da 5 e d'enderv, e 12 bali Sant-Forien. Kement ha gouzout hiroc'h a-zivout http://br.mairie-vannes.fr/dizolein_gwened/istor_ha_glad/1681/index.html an dielldi-kêr.

Evit Diwan Gwened, rener ar skol,
Bertrand Deléon.

DIWAN GWENED
3 Hent-dall Bohalgoù / 3 impasse de Bohalgo
56 000 GWENED
Pgz / Tél. 02 97 47 85 92

Bertrand Deléon

L'école Diwan de Vannes propose un enseignement bilingue breton par immersion et français, puis une troisième langue dès le CE1. Elle se situe entre Vannes et S?n?, l'accès par la voie express est immédiat par l'échangeur de la route de Rennes. À proximité de nombreux secteurs d'emplois d'entreprises et d'administrations, elle offre des services de cantine et de garderie.
En savoir plus