Kala-Mae get Bemdez
Kala-Mae get Bemdez

Kantreadeg get barzhonegoù a-ziár dihun an natur en nevez-hañv : D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit

Kantreadeg get barzhonegoù a-ziár dihun an natur en nevez-hañv :

Roll devezh Kala-Mae get Bemdez
Roll devezh Kala-Mae get Bemdez ABP

D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.

Èl ma vez bep blez a-c’houde seitek vlez e raimp ur valeadeg ha selaou barzhonegoù a-zivout ar gwez douzh giz ar broioù keltiek ár un dro, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ ar vro.

D’ar Sul 1ñ a viz Mae :

 10 e. 00 : emgav el « Loj Charlot » ár hent Bieuzhi – Kamorzh.

 10 e. 15 : baleadenn ha barzhonegoù e tachad ar Roc’h Du hag àr-dro Kervadailh. Istoer ha sorbiennoù ag an tachad-mañ.

 12 e. 00 : pred e ti Mari-C’hlazioù, kasit ho poued ganeoc'h !

 baleadeg e flondrenn ar C’hoverdon da zizoleiñ al loened, ar struj hag an douarouriezh. Lennadennoù ha barzhonegoù.

 3 e. 30 d’enderv : banne profet, dibenn ar valeadeg.

Digoust.

Degasit barzhonegoù ha benveger-soniñ mar karit.

Aozet get Bemdez

Ti ar c’hevredigezhioù / 31 straed Gwilherm ar Barzh

Kergadoù

56 000 GWENED –  06 11 51 43 15

Bemdez

Créée en mai 1998 et basée à Vannes, Bemdez (chaque jour) a pour objectifs de :

Promouvoir la culture en Bretagne et défendre la legitimite de son développement ;

Proteger le patrimoine naturel et historique breton ;

Mettre en valeur l'intérét universel du combat pour les langues et les cultures.

Bemdez organise des concerts, des campagnes d'info., des conférences et débats, des randonnées pédagogiques, des expositions...

Cette présence a pour écho de genérer des liens efficaces entre les individus et les associations, relations indispensables pour la création culturelle. Dynamiser et créer sont nos maitres-mots, le tout "sans se prendre la tête" !