Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Au programme -
Gouel Kala-Mae, gouel barr-Mae

Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer : D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int

Bertrand Deléon pour Bemdez le 13/04/05 22:14

Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer : D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh).

An deiz kent (ar Sadorn 30 a viz Ebrel) : An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, brezhonegerion razh, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ Baod. Lakaet eo bet an tolp da 4 e. 00 g.m. e « Tavarn S. Hubert » àr hent Gwened.

et#61558; 4 e. 00 g.m. : - Tavarn « Tavarn S. Hubert » e Baod. Kasit un droc’hell geneoc’h ! Sorbiennoù gant Daniel an Doujet. - Diskouezadeg. et#61558; 6 e. 00 g. m. : deomp asambl da vaeiñ Baod ! et#61558; 7 e. noz : pred aozet get Skol Diwan An Alre e sal ar Pennhêr en Alre. Na gwelloc’h aveit achu brav, bourraplted a vo c’hoazh. Mirit ho plas : 02 97 56 00 22.

D’ar Sul 1ñ a viz Mae : Èl ma vez bep blez e raimp ur valeadenn e koedoù Lanvaoz en ur glevet barzhonegoù a-zivout ar gwez en hengoun ar broioù keltiek, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

et#61558; 10 e. 00 : emgav e tavarn « Ar Loch Charlot » ár hent Bieuzhi – Kamorzh. et#61558; 10 e. 15 : tro-vale ha barzhonegoù e tachad ar Roc’h Du. Istoer ha sorbiennoù ag an tachad-mañ a-ziàr an natur, an evned hag ar Polpeganed. Avizoù àr ar feson da naetaat ar gwazhioù get Rojer Gweganoù ha kevredigezh Locaterre. et#61558; 12 e. 00 : pred er maezioù, kasit ho poued. et#61558; 2 e. 00 g.m. : baleadenn e Lanneier Lanvaoz. Lennadennoù ha barzhonegoù. et#61558; 4 e. 00 g.m. : lomm aveit diwezh an dro-vale.

Digoust nameit ar pred aveit Diwan. Degasit barzhonegoù ha benveger mar karit.

Aozet get Bemdez Ti ar c’hevredigezhioù / 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – pgz : 02 97 57 61 27 / 06 11 51 43 15

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 8 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons