Evit ar re a blij dezho boued, sonerezh ha kezeg Breizh ...

Setu gouel sant Jakez o tostaat

d'ar gwener 20 a viz Gouere e park bras porzh ar Pouldu da 7 eur noz e vo :

  • kelc'h ar vugale Kloar
  • kelc'h "Gavotenn Lanejenn"
  • c'hoarioù Breizh
  • ar strollad Cheñch tu
  • ar sonerien Guigo/Conan ha Miniou/Salvar
  • ar ganerien Penseg/Billon

Bez vo ivez kezeg pounner o pourmen an dud, ur pred krampouezh, lard rostet, far, soubenn pesked Konk Kerne, paneroù graet dirak an dud, ha broderezed Kloar

Evit gouzout hiroc'h

gant ur video.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....