.
Gouel Broadel ar Brezhoneg zo distro ! E Kawan (22)
Hon mennadoù a zo eeun :
— Reiñ Plijadur d'an holl gant ar yezh ha dre ar yezh ;
— Brudañ anezhi, kas kalon pep hini a fell dezhañ deskiñ brezhoneg ha reiñ c'hoant d'ar vrezhonegerien da vont gant o yezh er gêr hag el lec'hioù all ;
— Diskouez sonerezh ha kanaouennoù a-vremañ a bep seurt ha lieslivioù warne ;
— Broudañ ha gwareziñ ar c'helenn brezhoneg er skolioù ;
— Lakaat war wel ar brezhoneg : ur yezh gwelet ha klevet pep lec'h, war an hentoù boutin hag el lec'hioù boutin(ti-kêr, ti-post, ti-gar), er c'helaouennoù, er skingomz (radio) pe er skinwel (télé) ...
Daoust ma fell da ouzhpenn da 2/3 eus ar Vretoned mirout ar yezh vev n'eo ket aotreet ar brezhoneg er vuhez foran. Nac'hañ a ra Bro-Frañs peurwiriekaat ( «ratifier» ) Karta Europa. Deomp-ni da voutañ war hon dilennidi da lakaat votiñ ar skrid-se. Anat e c'haller diskleriañ ne chomo bev hon brezhoneg nemet ha dont a rafe da vezañ yezh ofisiel e Breizh ar pemp departamant.
Aman emañ dizalc'hwez ar morailhoù bet lakaet war hon yezh, an dibrenn d'an teñzor, da lâras Anjela Duval. E Breizh ivez, evit gwareziñ hon gwirioù hag evit reiñ he flas d'hon yezh, e ranko ar Vretoned kaout ar youl da gaout ur galloud politikel gwirion. Neuze e c'hallo pep hini ac'hanomp e Breizh ha pep bugel deskiñ anezhi en ur skol tostik d'ar gêr, klevout ha lenn brezhoneg e pep lec'h : er c'helaouennoù, er skingomz, er skinwel, er rouedad internet ...
Da heul e teuio ar yezh da advevañ en hon bro adarre. Hiziv bepred, e Kawan, eo gouel ar yezh vro, lidet gant ar re yaouank kenkoulz ha gant ar re gozh, ur yezh da vevañ, da ganañ, da dañsal, da brezegenniñ, da c'hoarzhiñ da c'hoari : mat d'ober pep tra hag e pep lec'h. Bepred. Setu ar statud hon eus choazet eviti e-pad an 3 devezh-mañ. Pegen plijus e vo gwelout ha klevout brezhoneg embannet hag implijet e pep korn! Grit ganti ivez e pep lec'h, aze emañ an dalc'h m'hon eus c'hoant da reiñ un dazont dezhi. N'hon eus ken nemet hetiñ ur gouel mat d'hon yezh ha da gement hini a gar anezhi!
Gwener 21 a viz Mae adalek 9 eur noz :
Beilhadeg Dastum gant kontadennoù, sonerezh ...
Sadorn 22 ha Sul 23 a viz Mae :
– E sal ar gouelioù : fest deiz / fest noz.
Gant ar strolladoù : Ampouailh, Kadja Trio, Startijenn, Frères Guichen, Loar Gann, Le Bour / Quintet Bodros, An Trot, Termajik, Darhaou, Stourm ;
Koupladoù kanerien ha sonerien : Sylvain Rouz & David Jakez, Robin & Lintanff & Suignard, Breudeur Morvan, C'Hoarezed Coïc, Enora & Ivona, Talec & Stervinou, Laborie & Le Bourdonnec, Puilhandre & Stervinou, Le Bot & Chevroliern, Bévillon & Gorce, Urvoy & Malrieu, Irvoas & Riou, Chaplain & F. Cornic, Berthou & Philippe, Breudeur Cornic, Kastell & Gorju ;
– Leurenn vras : Nolwenn Korbell, Gilles Servat, Mona Jaouen, Dom Duff, Francis Jakson Project, Anken, Bernez Tangi, Suignard / Le Bars, le Trio Empreintes, Lik ha Lik, Daonet, Brieg Gervenno, Trouz une Noz, Gimol Dru Band, Ramoneurs de Menhirs ;
– Kabaret : Jakez ar Borgn, Eric Liorzhou, Egin, Rozenn Talec, KrisMenn, Trio Enora De Pascau ;
– C'Hoariva ;
– Bagadoù ;
– C'Hoarioù hengounel, d'ar sul ;
– Kreizenn dudi evit ar vugale ;
– Prezegenn Ronan Ar C'Hoadig ;
– Standoù tier embann ha kevredigezhioù ;
– Marc'had an artizaned, d'ar sul ;
– Iliz d'ar sul : Breudeur Morvan, Kanerien Landreger, Irvoas & Riou, Moal & Chaplain, Andrea Ar Gouilh, Rozenn Talec & Lina Belhart;
– Sinema.
(voir le site) ha (voir le site) war MySpace.
.