



Evit ar 14vet gwech, "Emglev Bro Douarnenez" 'zo vont da ginnig da tud Bro Douarnenez hag ar bed a-bezh abadennoù a bep seurt "adalek ar 16 a viz Here betek an 21 a viz Du". E-pad ouzhpenn ur mizvezh e vo lakaet war wel hor sevenadur hag hor yezh
Evit ar 14vet gwech, "Emglev Bro Douarnenez" 'zo vont da ginnig da tud Bro Douarnenez hag ar bed a-bezh abadennoù a bep seurt "adalek ar 16 a viz Here betek an 21 a viz Du". E-pad ouzhpenn ur mizvezh e vo lakaet war wel hor sevenadur hag hor yezh, war pep tachenn, gant plijadur ha startijenn, evit an holl !
"Roet vo lañs d'ar Gouel gant un dibenn sizhun fonnus, d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Here."
Evit ar re o deus c'hoant deskiñ, kregiñ barzh pe mont war raok, e vo kinniget "Stajoù" kan ha diskan, gavotenn ha brezhoneg war vor.
Ar re vihan e c'hello dizoleiñ ar sonerezh blues ha jazz, gant "Repris de Justesse" ha Junior Swing Parade, ur sonadeg divyezhek a lako anezhe da zañsal ha da ganañ.
Sadorn 16, 5 eur, Ty ar Yaouankiz ha Sevenadur, Douarnenez).
Ar re a blij dezhe tañsal o devo plijadur bras gant ur "fest-noz hir hir" d'ar sadorn noz, deus 7eur noz betek 2 eur mintin, gant "Startijenn, Termajik, Erik Marchand, Gaby Kerdoncuff ha Jean Floc'h, Jean-Pierre Quéré ha Christophe Me Lenn, Ghyslaine Sergent ha Koulmig Hascoët, Pierre Stéphan ha Mick Boennec, Bagad Douarnenez" hag ar fanfar "A bout de souffle"...
Peadra a vo da zebriñ ha da evañ war al lec'h evit kaout startijenn evit an nozvezh-pad...(Sal ar gouelioù Douarnenez).
Ha d'ar Sul e vo pedet "Lazh kanañ Breizh", evit plijadur an divskouarn : 100 kaner ha kanerez ha 10 soner deus Penn Ar Bed a-bezh renet gant Kristian Desbordes, o kas hor yezh war raog dre kanaouennoù eus ar vro, hengounel pe a-vremañ. (4e / Sal ar gouelioù Douarnenez)
Kavit amañ kevred ar programm gant an holl titouroù
E-barzh Emglev Bro Douarnenez emañ bodet kevredigezhioù sevenadur Breizh bro Douarnenez : Ulamir ar Gwaien, Div yezh bro Douarnenez, Gouel ar Filmoù, Korriged Is, Daoulagad Breizh, Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, Bagad Douarnenez, Ti ar Yaouankiz hag ar Sevenadur, Mervent, Roudour…
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !