Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Gouel Breizh, Gouel Erwan 2012 gant Gilles Servat e bro Vietnam
Gant KBBV e vo lidet Gouel Erwan – Gouel Breizh d'an dekvet gwech e kerzh miz Mae a zeu. D'ar 17, 19 hag 20vet a
Le Fol Jacques pour Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam le 12/04/12 9:51
25484_1.jpg
Logo KBBV

Gant KBBV e vo lidet Gouel Erwan – Gouel Breizh d'an dekvet gwech e kerzh miz Mae a zeu. D'ar 17, 19 hag 20vet a viz Mae ken e Saigon lec'h ez eo bet krouet KBBV hag e Hanoi kêrbenn Vietnam.

Gilles Servat eo a vo kouviad a enor Gouel Breizh Saigon ar bloaz man, en em gavout e raio war leur gant ur strollad sonerien ar vro.


Daou ugent bloaz endeo ma gan Gilles Servat ha a laka an arvesterien da gan ma vefent 80 anezho en tavarniou, pe 60 000 e Stad Bro C'hall pe 18 000 er Sal Bercy.

Gilles Servat en deus enrollet 24 albom e-touez anezho 6 pladenn aour hag ur priz meur gant Akademiezh Charles Cros.

Oberour, Sonaozer, kaner kement a sonioù, lod anezho deuet hengounel, evel « Blanche hermine », « Eleanor », « L'hirondelle », « Erika », « Kalondour », « Je vous emporte dans mon cœur », Breizhad en e ene, denel betek penn e vrokusted ramzel o tifenn abegou uhel, Gilles Servat a zo deuet da vezan arouez sevenadur Breizh, Breizh hep he far, gengret, vrokus ha digor ouzh ar bed.

Mouezh greñv, Gilles Servat a gan an emsavadeg, kement hag ar from hag an deneridigezh.

Gilles Servat en em gavo war leur e sal an IDECAF, 31 straed Thai Van Lung, District1, Saigon, Vietnam d'ar yaou 17vet a viz Mae hag e kerzh kermes Gouel Breizh e park Binh Quoi II d'ar Sadorn 19vet a viz Mae.

Skod tud deuet evit kensonadeg en IDECAF a zo 200.000 Dong da baean war vont e barzh. Studierien ha bugale digoust. Mont e barzh kermes a zo digoust evit ar re vras hag ar re vihan.

Evit embannadur ar Gouel Breizh mañ, ez eo bet aozet gant KBBV ur roll abadennoù sonerezh ha c'hoarioù a live uhel hag a roio plijadur vras da arvesterien uheloc'h atav o niver.

Roll Gouel Breizh a zo hegerz amañ staget pe war savlec'h KBBV :

www.kbbv-bretoninvietnam.com

Kregin e raio devezh fest Gouel Erwan en 19vet a viz Mae da 9eur 30 gant lid envel gwerenn livet Santez Anna adnevezet gant skoazell KBBV, kenderc'hel e raio gant kantik hengounel Sant Erwan ha kan Bro Gozh va Zadou.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons