
Pell a zo, dek vloaz evit lavar ar gwirionez, n'eus ket bet eus ur gouel ken bras en hon eskopti Kemper ha Leon. Warc'hoazh neuze e vo lidet war ur mod bras ar Pentekost en abati Landevenneg ha tro dro er geriadenn gant an Aotrou an Eskop Le Vert
Pell a zo, dek vloaz evit lavar ar gwirionez, n'eus ket bet eus ur gouel ken bras en hon eskopti Kemper ha Leon.
Warc'hoazh neuze e vo lidet war ur mod bras ar Pentekost en abati Landevenneg ha tro dro er geriadenn gant an Aotrou an Eskop Le Vert hag a lido kouzoumenn peotramant koñfirmasion m'ho karez ur 300 bennag a dud yaouank pe deut.
Kregiñ a raio an devezh gant tri lec'h ma vo tu bale eus an eil d'egile : Marturia (reiñ da c'houd an Aviel), Diaconia (servij ho preudeur) ha Liturjia (meuliñ an Aotrou Doue) a-raok kreiteiz.
Goude ar pred mod pik nik e vo tu eskemm an eil gant egile, dizoleiñ diskouezadegoù hag all hag all a-raok an oferenn ha sakramant an aoter roet gant an Aotrou an Eskop.
Sur mat e vo kalzig a dud evit an darvoud pouezhus-se evit kristenien Breizh
Commentaires (2)
E brezhoneg avat n'eus tra ebet, daoust maz eo ar Pantekost, an deiz m'eo bet roet donezon ar Spered Santel d'an Ebestel, ha pergen donezon ar yezhoù. En deiz-se e oa ur soudard roman bennak a enez Vreizh, brezhoneger a vihanik, hag a voe troet e galon a-grenn o klevout sant Pêr en e yezh c'henidik, hag a c'houlennas kerkent ar vadeziant a-gevret gant 3000 den, hervez ar pezh a zo danevellet e "Oberoù an Ebestel".
Evelkent e kaver anvioù hor sent kozh ha Julan Maner e litani an naved a zo kinniget da brientiñ an dibenn-sizhun.
Salv ma ouezo ar vrezhonegerien kemer perzh an avieladur nevez he deus ezhomm hor bro. Bodañ ar gristenien vrezhonegerien, e komunion gant an eskibien eo pal "Emglev An Tiegezhioù".
- ger degemer gant an eskob,hir mat e brezhoneg , ha goude se e gallleg ; an dud n'o deus ket stlaket o daouarn rak en engroez ne oa nemet un nebeut kantadoù a vrezhonegerien a vihanik ha marteze dek emsaver bennak hepken ;
- lennadenn gentañ e brezhoneg, ul lennadenn a-bouez a zezrevell en Oberoù an Ebestel. Ne voe ket lennet e galleg met an destenn c'hallek a oa tu da lenn war garned an devezh. Siwazh ez eo bet lennet fall gant ur plac'h 15 vloaz daoust ma oa eno leun a veleien gouest da lenn mat-tre e brezhoneg, hag un diagon nevez urzhiet brezhoneger...
- ur c'hantik nevez war donezonoù ar Spered Santel, kanet brav gant ar solistez hag al laz kanañ ;
- ur ton nevez savet diwar ar sonerezh vreizhek, gant komzoù galleg a voe kanet mat.
- Anjelus Fask goude Bennozh an Eskob ne voe ket kanet kennebeut gant an dud.
Ret-mat eo en em c'houlenn pegeit amzer c'hoazh e vo moaien fourañ brezhoneg evel-se dre heg en ul liderezh e galleg pa n'eus ket mui a bobl vrezhoneger kristen.
Diouzh un tu all, an daou veleg nemeto a vo urzhiet ar bloaz mañ a zo o-daou brezhonegerien emskiantek.