Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Gouel ar filmoù ha plas ar brezhoneg
Ur bern traoù a vo e Douarnenez evit ar re a zo tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg : filmoù, tabutoù, ur skipailh Kezako gant peder c'hazetennerez, ur skipailh filmañ
Fanny Chauffin pour ABP le 3/08/10 14:57

Ur bern traoù a vo e Douarnenez evit ar re a zo tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg : filmoù, tabutoù, ur skipailh Kezako gant peder c'hazetennerez, ur skipailh filmañ gant ur raktres krouiñ ur film faltazi a-raok fin ar sizhun, skipailh Gwagenn TV ha skipailh ti zeff o kinnig un abadennig video bemdez war blasenn ar festival, kazetennerien Radio Kerne, Frans 3, alies e vez klevet brezhoneg e ti ar festival, e-kichen ar mediaoueg ha mirdi ar Porz Ruz. Ha deoc'h-c'hwi da gas ho evezhiadennoù, ar berzhidi a c'hell bezañ aktourien ivez oc'h ober fotoioù, evezhiadennoù, kinnigoù ...

M'ho peus c'hoant gouzout hiroc'h, kit war lec'hienn ar festival : (voir le site)

pe sellit pizh ouzh ar program da heul :

"D'al Lun 23 a viz Eost, da 9 eur noz er selaouva":

Abadenn filmoù e brezhoneg, istitlet e galleg.

2 film nevez gant Bastien Gwilhou : Ti Tilly siri hag Ur Skragn en Uhelgoad

Gant Youenn Vras, ur film gant Jean-Charles Huitorel war Youenn Gwernig.

E Skeud kanañ, kentañ film Jérémy Véron, war ar vreudeur Morvan.

"D'ar Yaou 26 a viz Eost, da 11 eur en TYS" :

Ur sell war ar c'hrouiñ e brezhoneg : un abadenn ispisial gant un tañva deus ar rummadoù filmoù nevez-krouet (istitlet e galleg).

Brezhoneg bemdez, gant Lionel Buannic Krouiñ

Deklik, gant Frañs 3 Breizh

Ken tuch' (eil bloavezh), gant Lionel Buannic Krouiñ

L'Ouest en mémoire : lec'hienn an INA gant dielloù e brezhoneg

Micherioù ar c'hleweled, gant Frañs 3 Breizh

Pennoù pentur, gant Gwengolo Filmoù

Saga Brittia, gant Lionel Buannic Krouiñ

Hag a-raok an holl…

Istorioù Breizh, gant Frañs 3 Breizh ha Pois Chiche Films

Mad pell 'zo, gant Kalanna Production, TV Roazhon 35, Tébéo ha Ty Télé

"Ha bemnoz, dindan an deltenn vras, adalek 10 eur noz", aktu video ar festival gant Gwagenn TV.

Hag evit echuiñ ar sizhunvezh, "d'ar Sadorn 28 a viz Eost, da 9 eur noz er selaouva", e vo skignet ar film faltazi berr.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1191 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons