Ur sizhunvezh evit dizoleiñ sevenadur Afrika ar c'hreisteiz e Douarnenez

Demokratelezh ganet seitek vloaz 'zo, goude 342 bloavezh gwask ar re wenn, Afrika ar c'hreisteiz a vo e kreiz ar gouleier.

80 film, pemzeg aozer, evit displegañ ur vro gan 44 milion annezad (5 milion glañv gant ar VIH).

Ouzhpenn Afrika ar c'hreisteiz a vo : lennegezh, amzer-nevez pobloù arab, lidet e vo Frantz Fanon ha Patrice Umumba, ha filmoù produet e Breizh ivez ... hag e brezhoneg.

Evit gouzout hiroc'h : http://www.festival-douarnenez.com/fr/34e_festival

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....