1355 vues

E 1974 e oa bet aozet evit ar wech kentañ ur gouel evit ar re a stourme evit ar brezhoneg

A-drugarez d'ar film nevez a vo skignet ba Langonnet e vez anavezet gwelloc'h istor ar gouel dreistordinal a oa bet hag a vo c'hoazh gant stourmerien evit ar brezhoneg. Goude Gwengamp, Karaez, setu tro Speied da zegemer ar gouel. Tremargat, ar bloaz paseet, hag ar wech-mañ e vo aozet gant Mignoned ar brezhoneg, ar gouel ba Langonnet.

Gant ma vo ur mor a dud, daoust d'an niver bras a draoù all a zo e Breizh, ha 40 vloaz Diwan Gwitalmeze en o zouez, siwazh !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....