Dalc'het e vo Gouel al Levrioù e Breizh d'ar Sadorn 29 ha d'ar Sul 30 a viz Here e Karaez.
Da-geñver an degouezh-se e vo aozet d'ar Sul vintin adalek 10 eur 30 ur brezegenn en-dro d'al levr « Euskalararen berreskuratzea » nevez-troet hag embannet gant Embannadurioù Al Lanv ( « Arnod an euskareg » ). ( voir notre article )
Da-heul ar brezegenn e vo ur c'hendiviz diwar-benn « ar politikerezh yezh e Breizh » , ma kemero perzh ennañ tud dilennet ha tud e karg a gevredigezhioù a bled gant deskadurezh ar brezhoneg.
Arnod an euskareg
Alc'hwezioù evit adperc'hennañ ar yezh hag an identelezh
Gant Padrig an Habask eo bet troet e brezhoneg « Euskararen berreskuratzea » hag embannet eo bet gant al Lanv. Al levr-se a zo anezhañ ar c'hentañ levrenn eus un dastumad emañ krog ar gevredigezh euskarek Garabide da embann. Un eil levrenn a zo bet abaoe. Gant pep levrenn, embannet da gentañ e peder yezh, euskareg, kalstilhaneg, galleg ha saozneg ez eus pep a z-DVD a c'heller dibab enno yezh an displegañ e-touez ar peder yezh-se ivez.
Garabide(Hent diorren) a zo anezhi ur gevredigezh euskarek studiet ganti ar sokioyezhoniezh ha dielfennet ganti hent adperc'hennidigezh an euskareg. Ur gevredigezh a fell dezhi bezañ dorn ar bobl euskarek astennet war-zu ar pobloù dezho yezhoù en arvar a fell dezho saveteiñ.
Teir lodenn a zo el levr, un displegadur diwar-benn an dañjer bras m'en em gav kalz a yezhoù dre ar bed hag alc'hwezioù an adperc'hennañ yezhoù, un dezrevell a-zivout ar stourm da adsevel an euskareg hag un sintezenn diwar-benn ar c'hentelioù a c'heller tennañ eus o arnod evit holl yezhoù orin ar bed. Pouez ar yezh-vamm, dont da vezañ komzerien glok, kefridioù ar yezhoù eus ar familh betek an dachenn etrevroadel, youl hag identelezh, setu poentoù a bouez da vezañ komprenet hag ar peder zachenn ret evit ur yezh da c'hellout bevañ : kaout ur yezh unvan, un deskadurezh er yezh, media er yezh hag ur c'hrouiñ sevenadur er yezh.
Talvoudus e vo al levr/DVD-mañ da nep piv bennak a fell dezhañ kompren e pe stad emañ ar brezhoneg evit gwir ha d'an holl re a fell dezho kregiñ e-barzh evit saveteiñ hor yezh. Re alies e chom darnel ha diefedus, arouezel hep mui ken, ar stourm evit ar brezhoneg. Aze hon eus peadra da varn, da vuzuliañ, da sevel ur strategiezh evit adlakaat ar brezhoneg en e blom.