Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Gouel al levrioù e Breizh eus Karaez e 2013 : ur genstrivadeg war Europa evit skolidi bro Karaez
Europa a vo tem saloñs levrioù Breizh e Karaez er bloaz a zeu. Dalc’het e vo da-geñver dibenn-sizhun miz Here (26-27) 2013. Spered Europa a vo e-kreiz ar gaoz enta
Par Yann Pelliet pour Centre Culturel Breton Egin le 3/04/13 16:59

Europa a vo tem saloñs levrioù Breizh e Karaez er bloaz a zeu. Dalc'het e vo da-geñver dibenn-sizhun miz Here (26-27) 2013. Spered Europa a vo e-kreiz ar gaoz enta evit ar 24e gwech ma vo dalc'het ar festival hag a gloto rik gant "bloavezh europat ar geodedourien" lakaet da vezañ e 2013 gant Kengor Europa. Viviane Reding, besprezidantez Europa e karg eus ar reizhded hag ar geodedourelezh he deus lavaret evit an degouezh : "Tro gaer e vezo bloavezh europat ar geodedourien evit degas dezho da soñj ar gwirioù o deus trugarez da Unaniezh Europa hag ar pezh a c'hall honnezh ober evit pep hini ac'hanomp".

O vezañ m'emañ ar yaouankiz dazont Europa ha goell pennañ ar spered europad, Gouel al levrioù Karaez en deus divizet pediñ skolidi bro karaez da gemer perzh en ur gensrivadeg skrivañ gant an tem : Bro Karaez, Breizh hag Europe da zañvez preder.

Ar genstrivadeg a zo savet dre live evit :

- Klasoù skolaj (1 500 arouezennoù)

- Klasoù lise (3 000 arouezennoù)

An destenn, a zo dieub e-barzh framm an tem kinniget, a vo skrivet en ar yezh dibabet gant ar skolidi (galleg, brezhoneg, saozneg…) hag a ranko bezañ troet en ur yezh all eus Europa. Tressadennoù pe fotoioù a c'hellp dnt da skoazellañ ar skrid

Ar priz, divizet gant ur juri savet gant skolaerien ha tud barrek, a vo profet d'an hini kentañ eus pep live hag a vo roet da vare Gouel al levrioù e Breizh.

Testennoù ar genstrivadeg a ranko bezañ kaset d'ar Greizenn sevenadurel breizhek “Egin”, Gouel al levrioù, BP 103, 29270 Karaez, festivaldulivre [at] gmail.com a-raok deiz kentañ miz Here 2013.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons