Gouel al Lennegezh
Kendael aozet gant ABER d'ar Sul 30 Meurzh 2008, e Kemper
Hôtel Escale Oceania, 10 rue Théodore Le Hars (etre ar stêr Odet hag ar straed Jean Jaurès. Tuva en hevelep straed, pe a-hed ar c'hae)
Roll an devezh
Degemer ar berzhiaded (adal 9:15)
Displegadennoù (9:45-12:00)
- Joelle Kermoal-Furic : Tudennoù merc'hed gwelet gant merc'hed : Jane Austen, George Eliot, Virginia Woolf, Barbara Pym
- Elen Huon : Ronan Huon
Pred kemeret a-gevret war al lec'h (12:00-14:00)
Endervezh (14:00-16:00)
- Ólöf Pétursdóttir : Heklev eus an hengoun dre gomz : Kormaks saga - karantez, barzhoniezh, strobinell
- Marie-France Coïc : « Kafka sur le rivage » gant Haruki Murakami
- Emili Olier : « Ar Fest-noz », gant Youenn Olier
Etre an displegadennoù e kinnigo Yann-Ber Quirion sorbiennoù-treset.
Amzer a vo evit ar goulennoù hag an daeloù da heul pep displegadenn.
Klozadur (16:00-16:15) ha kafe
Skodenn dre zen : 24 € (pred, kafe ha gortozenn e-barzh). Studierion, dic'hweleion : 15 €. Bugale : 10 €
Evit kemer perzh er gendael kasit an teul-enrollañ-mañ klokaet hag ho skodenn da : ABER, 115 Kergareg, 29870 Landeda, a-raok ar 15 Meurzh 2008
Kemer a rin perzh e Kendael 30 Meurzh 2008 e Kemper.
Anv/Kentanv___________________________________Pellgomz/Pelleiler ___________________
Chomlec'h _____________________________________ Mal elektronek______________________
Amañ-kevret ur chekenn .……€ (war anv ABER)
Karout a rafen kaout ar resisadurioù mañ _______________________________________________ ________________________________________________________________________________ Deiziad : Sinadur :