Ai'ta! zo ur vandennad tud yaouank hag a glask abaoe 2005 kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. N'eo ket stag Ai'ta! ouzh strollad politikel ebet, difeulz eo ha kinnig a ra ar yezh dre obererezhioù plijus ha dic'hortoz. Evit lidañ 2 vloaz ar strollad e vo dalc'het e

Ai'ta! zo ur vandennad tud yaouank hag a glask abaoe 2005 kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. N'eo ket stag Ai'ta! ouzh strollad politikel ebet, difeulz eo ha kinnig a ra ar yezh dre obererezhioù plijus ha dic'hortoz.

Evit lidañ 2 vloaz ar strollad e vo dalc'het e Tonkedeg d'ar sadorn 14 a viz ebrel "Gouel Ai'ta!", un devezh divizoù hag eskemmoù, gant ur fest-noz bras da heul.

Un endervezhiad divizoù digor d'an holl a vo aozet adalek 2eur e sal ar gouelioù diwar-benn ar yezhoù minoraelet ; eus o statudoù vo kaoz, herie e Bro C'hall hag e broioù all en Europa, hag evel-just eus an dazont.

Strolladoù tud eus broioù disheñvel, Kembreiz, Okitaniz ha Katalaniz en o zouez, hag a difenn yezhoù minoraelet, a deuio da gomz ha d'eskemm e kerzh an divizoù-mañ. Ur brezegenn-gelaouiñ a vo dalc'het goude an divizoù-se.

Ha da heul e vo ur fest-noz bras adalek 9eur e sal Tonkedeg gant sonerien ha kanerien eus Treger hag eus lec'hioù all (skritell er fichennaoueg-stag). Priz : 6 euro

Ai\'ta ! Bro Dreger

Le collectif Ai\'ta ! (allez !) créé en 2005 s\'est donné pour objectif de rendre plus visible la langue bretonne au quotidien. <br>Ai\'ta! ne dépend d\'aucun parti politique, est non-violent et met en place des actions spectaculaires dans un esprit positif et dynamique. En savoir plus