Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Gitar, heol, Aita ha bonedoù ruz
Aozet propig pep tra, ar c'hendivizh, an dro vale hag ar fest noz : 700 den dirak ar Roc'h Tredudon Gitarioù e leiz evit lidañ an 40vet tarzhadenn radar ar Roc'h
Fanny Chauffin Par Taol Kurun le 9/06/14 13:13
:
Réalisation :

Aozet propig pep tra, ar c'hendivizh, an dro vale hag ar fest noz : 700 den dirak ar Roc'h Tredudon

Gitarioù e leiz evit lidañ an 40vet tarzhadenn radar ar Roc'h Tredudon : hini Youenn Gouez gant Bernez Tangi evit huchal "respont ebet gant ar gouarnamant gall, Gwask, gwask, gwask !" "Emgann Kergidu", "Gant ma botoù koad tredan" diskanet gant ar re yaouank hag an dud a zo sot gant ar strollad Storlok abaoe 40 vloaz, just a walc'h.

Gitar Nolwenn Korbell ha Didier Dreau o kanañ ton Anna Politovskaia, Bugale Breizh hag un ton e saozneg, o tont eus abadenn Kabared Brecht. War lerc'h e oa gitar Lleuwen Stefan, Gweltaz Hadeux, ha Gweltaz ar Fur. Tud deuet evit skoazell, evit stourm asambles gant Aita, dirak 700 a dud mennet, bugale laouen, dindan heol splann Menezioù Are.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons