
Mezopotamia. Eno e oa bet ganet ar sevenadurioù kentañ. Sachet ma oa bet ur bochad pobloù get an dour a-leizh a oa get an Eufratez hag an Tigris.
Mezopotamia. Eno e oa bet ganet ar sevenadurioù kentañ. Sachet ma oa bet ur bochad pobloù get an dour a-leizh a oa get an Eufratez hag an Tigris. Eno e oa bet ijinet ar skritur ivez. Neuze e oa bet skrivet ur bochadig judennoù santoc'hadoù mitologel. Ar santoc'hadoù koshañ a zo bet kavet genimp eo ar santoc'hadoù sumerian a ro dimp da ouiet pasapl àr o relijion, o judennoù.
Gilgamesh : hennezh a oa ur gouron sumerian hag a oa chomet pell-pell e vrud.
Enuma Elish a c'hellhit lenn ivez : penaos ema bet krouet ar bed hervez Babiloniz.
Un nebeut judennoù arall : Judenn Etana roue Kish, Adapa a Eridu ha neuze Istar é vonet d'ar bed a-is a achivo an tammig livr-mañ.
Ho pezit plijadur é lenn lod ag ar judennoù kentañ a oa bet skrivet er bed !
Testennoù troet e brezhoneg gant Gwendal Mevel Tresadennoù get Jacky Le Marre 120 p. 12 ¤
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !