Gant rannvro Breizh a oa bet degemeret nevez 'zo Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù. En e blas reizh eo bet lakaet ar brezhoneg e-kichen ar yezhoù all. Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù a

Gant rannvro Breizh a oa bet degemeret nevez 'zo Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù. En e blas reizh eo bet lakaet ar brezhoneg e-kichen ar yezhoù all.

Kuzuliadeg Vedel ar Rannvroioù a oa gouestlet er bloaz-mañ da gudenn vras tommadur an hin. Bodet e oa bet er c'hendiviz-se ouzhpenn 100 rannvro eus ar bed a-bezh d'an 29 ha d'an 30 a viz Here 2008. Kaset eo bet da benn gant Ofis ar Brezhoneg troidigezh ur c'heriaoueg a zo bet skignet e-touez perzhidi ar guzuliadeg aozet e Sant-Maloù gant Rannvro Breizh.

4 fajenn zo d'ar blegfollenn-se, anvet : “50 ger-alc'hwez ar cheñchamant hin”. Kinniget eo e peder yezh ar gerioù hag an teskanvioù a gaver warni : galleg, brezhoneg, saozneg ha spagnoleg. Lakaet e brezhoneg gant an Ofis eta. Adkavout a c'heller an holl dermenoù-se, ha kalz re all war un dro, war lec'hienn an Ofis en hon diaz roadennoù “TermOfis” : http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index.php

Evit pellgargañ an diellig savet evit ar c'hendiviz, klikit war an arlun. Evit mont war lec'hienn ar c'hendiviz ha lenn pennad-stur an Ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, e brezhoneg : http://www.worldsummitofregions.org/

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus