C'hoarzadegoù, fent ha pismigadennoù disadorn e skol Diwan Kemperle

C'hoarzadegoù, fent ha pismigadennoù disadorn e skol Diwan Kemperle

Penaos 'vez lavaret « cul bénit » ? Peseurt ger a vez implijet evit ur plac'h n'eo ket brav ? Traoù resis-tre a zo bet lavaret, ha pismigadennoù a zo bet ivez : perak n'emañ ket ar ger « flak » (amzer flak, te zo flak…) e-barzh ar geriadur ?

Lavaret e vez "amzer glak" evit un amzer lous, gant glav, a lak an dud da vezañ trist... Ur glakenn eo ur vaouez a ra traoù lous zoken ma n'eo ket lous-hi : lakaat ar c'hafe ' maez ar volenn, bannañ boued war al leur ...
Flak, a dalv ivez "skuizh" en ur geriadur, met implijet e vez er vro evit "plad, divlaz" evel "kafe flak", kafe seurez, kontrol kafed tarv a zo kreñv-tre.

Gerioù ar vro n'eus ket kalz anezho. Ha « gast » ? N'eo ket memes mod 'vez graet gant ar ger-mañ e bro Leon hag amañ.

Klask gerioù gros a lak an dud da c'hoarzhin, ha pinvidik eo geriadur Martial. Setu neuze an div enrolladenn graet e Kemperle. Gant ma vo kement a blijadur gant ar re a implijo ar geriadur hag a bismigo c'hoazh !