Kemennadenn gelaouiñ Kevre Breizh da geñver dilennadegoù Europa.

A bouez tre evit dazont Breizh hag hec'h anaoudegezh eo saverezh Europa, diazezet war bennaennoù a zemokratelezh hag a wirioù denel, war liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù, ar re vinorelaet hag all, ha war al liesyezhegezh.

Un dachenn ekonomikel eo ivez, krouet ganti miliadoù a bostoù-labour en treuzdougen war vor, er peskerezh, en douristelezh pe c'hoazh en energiezhioù nevezadus.

Setu perak eo hollbouezus e vo kemeret perzh gant an darn vuiañ eus ar Bretonezed hag ar Vretoned e dilennadegoù ar gannaded e Parlamant Europa. Ar votadegoù-se, dre vouezhiañ a genfeur, a ro tro da zilenn dileuridi en em santer an nesañ outo.

Kuit a emserradur broadel, a zo bet gouzañvet gant pobloù Europa e-kerzh o istor, Kevre Breizh, kenurzhierezh kevredadoù sevenadurel pennañ Breizh, ezel eus Rouedad Europa ingalded ar yezhoù, a bed an dilennerien da ober o dibab hervez an diazezoù-mañ :

• engouestl al listennad evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù minorelaet, hag evit an doujañs d'al liested sevenadurel,

• engouestl al listennad evit digreizennañ ar galloud da zivizout betek an tostañ d'ar geodedourien ha d'ar pobloù er jeu en ur zoujañ da bennaenn ar c'housezadelezh : "soñjal dre vras, ober war ar plas",

• engouestl al listennad evit un ekonomiezh diazezet war an diorren denel padus ha kengred, a-gevret gant gwareziñ ar yezhoù hag ar sevenadurioù, kement hag ar vevliesseurted, a-benn delc'her un dazont evit Mab-Den.

Tangi Louarn

Kevre Breizh a pour but le développement et la promotion de la culture bretonne, des langues spécifiques de Bretagne. Notre association rassemble les associations oeuvrant pour le développement de la langue et culture bretonnes, en favorisant leur coordination, en les soutenant et en apportant une aide à leurs actions, tout en permettant leur représentation collective auprès des institutions.