Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Communiqué de presse -
Gant re C'Hlas Breizh eo bet sinet Ya d'ar brezhoneg
Ar strollad politikel kentañ a sin an emglev eo hini re C'Hlas Breizh. D'ar Gwener 19 a viz Gwengolo, e Roazhon, ez eus bet roet lañs d'un diorren « padus
Par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 19/09/08 9:52

Ar strollad politikel kentañ a sin an emglev eo hini re C'Hlas Breizh. D'ar Gwener 19 a viz Gwengolo, e Roazhon, ez eus bet roet lañs d'un diorren « padus » evit ar brezhoneg eta.

Dirak an Ao. Michel Rolland, sekretour rannvroel re C'hlas Breizh, an It. Cécile Duflot, sekretourez vroadel ar re C'Hlas, an Ao. François de Rugy, kannad Glas evit Naoned hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, eo bet sinet, ez-ofisiel, an emglev Ya d'ar brezhoneg. Divizet en deus ar strollad implijout ar brezhoneg hag e lakaat war wel bep tro ma vo tu en e vont-en-dro diabarzh ha diavaez.

Divyezhek e teuio da vezañ tamm-ha-tamm al lec'hienn genrouedad, an teulioù brudañ, ar paper-lizher, ar responterez, ar c'hartoñsoù-pediñ, panellerezh ar burevioù, pennad-stur ar gazetenn ha luganoù ar strollad.

Stummadurioù evit deskiñ ar yezh a vo kinniget d'an implijidi a-hend-all.

Roet e vo dorn gant re C'Hlas Breizh d'ar c'humunioù ha d'ar C'humuniezhioù kumunioù o deus sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg c'hoazh ha ganto e vo broudet ar c'humunioù n'o deus ket sinet d'en ober.

Er frammoù int ezel anezho e vo kinniget bep tro divyezhekaat teulioù brudañ an ekologiezh keodedel.

Voir aussi sur le même sujet : ya
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn