Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Niver mouezhioù. Sevenidigezh : skipailh kemennadenn Strollad Breizh. Kartenn tresadennet gant Geobreizh.com
Niver mouezhioù. Sevenidigezh : skipailh kemennadenn Strollad Breizh. Kartenn tresadennet gant Geobreizh.com
Dregantad mouezhioù. Sevenidigezh : skipailh kemennadenn Strollad Breizh. Kartenn tresadennet gant Geobreizh.com
Dregantad mouezhioù. Sevenidigezh : skipailh kemennadenn Strollad Breizh. Kartenn tresadennet gant Geobreizh.com
- Communiqué de presse -
Gant disoc'hoù an dilennadegoù eo kendrec'hetoc'h Strollad Breizh ez eus anezhañ ur strollad politikel kredus ha dizalc'h gouest da roiñ ur youl nevez da Vreizh
Trugarekaat a ra Strollad Breizh e gevelerien hag an elektourien o deus roet o fiziañs d'al listenn "Ni ho savo Breizh". Laouen eo Strollad Breizh o welout ez a war-gresk 79 % ar mouezhiañ breizhat abaoe dilennadegoù Europa ma oa bet kinniget gantañ al listenn "Mouezh Breizh en Europa".
Par Gérard Olliéric pour Parti breton le 17/03/10 10:34

Trugarekaat a ra Strollad Breizh e gevelerien hag an elektourien o deus roet o fiziañs d'al listenn "Ni ho savo Breizh". Laouen eo Strollad Breizh o welout ez a war-gresk ar mouezhiañ breizhat abaoe dilennadegoù Europa ma oa bet kinniget gantañ al listenn "Mouezh Breizh en Europa". Evit 5 departamant Breizh eo tremenet niver ar mouezhioù eus 32.710 da 58.777. Abeg ar 79 % c'hresk-mañ, eo bet moarvat ar c'hevelerezh ledanoc'h gant Kristian Troadeg e penn al listenn, ha gant an Emglev Ekologour Dizalc'h (AEI), hag ivez engalvadeg kreñvoc'h hon izili hag hor mignoned.

Mat e vije bet deomp, evel just, tizhout pal 5% eus ar mouezhioù. Koulskoude, gant 4,29 % eus ar mouezhioù e Rannvro Breizh ha 2,62 % el Liger-Atlantel, e kresk ar mouezherezh breizhat dizalc'h diouzh ar strolladoù gall ag ouzhpenn 26.000 mouezh etre dilennadegoù Europa ha dilennadegoù rannvro, a-barzh 8 miz.

Feur an nann-voterien, ouzhpenn an hanter eus ar voterien, a ziskouez harzoù ur sistem dilenn berr e alan. Prouiñ a ra ar feur-mañ eo difetis a-grenn ar rannvroioù e Bro-C'hall. Anez elfennoù fetis evit diskouez da betra e servij ar rannvro er buhez pemdeziek, o deus an darn vrasañ eus ar voterien kendalc'het da soñjal e disparti kleiz/dehou boaz. War a seblant e tro buhez politikel Bro-C'hall diremed en-dro da zilennadegoù ar prezidant. Gounezet eo bet an dilennadegoù gant ar strolladoù parizian... Gant Breizh, avat, n'eus bet gounezet netra !

Ar voterien vreizhat a zo en em ouestlet o deus graet kement-all - ha gant gwir abeg - evit kastizañ politikerezh kilstourm ar gouarnamant. Hogen n'eo ket bet diskoulmet kudenn diorren kompez Breizh. Anez kaout galloudoù, emrenerezh a-fed an tailhoù, hag ur youl politikel breizhat, ne c'hello ar guzulierien rannvro nemet ober war varz ar politikerezh gourc'hemennet gant ar stad c'hall e Breizh, o tilezel ar Bretonezed hag ar Vretoned en ur stad direizh e-keñver an 200 milion a Europeaned o deus ar frankiz da lakaat e pleustr politikerezhioù rannvroel difer e-barzh ar stadoù kevredadel european.

Kavout a ra da Strollad Breizh n'eo ket dezhañ da roiñ urzh da votiñ d'e elektourien evit an eil dro.

Etre ar PS, strollad kreizennour hep youl gwirion evit Breizh, hag en deus graet e vad dreist-holl eus ar c'hoant da gastizañ Nicolas Sarkozy, hag an UMP, strollad mirour ken suj all d'ar sistem parizian, ne vo an hent mat nemet hini savidigezh un emsav breizhat dizalc'h hag araokour. Spi a vije tu da gaout gant an drede listenn, Europa Ekologiezh, abalamour m'eo heñvel a-walc'h o frogramm diouzh hon hini, hogen bez ez eus kalz traoù disklaer, evit a sell adunanidigezh Breizh peurgetket (ret eo derc'hel soñj eo Europa Ekologiezh kevredad gant Jacques Auxiette el Liger-Atlantel, hag a zo unan eus eneberien bennañ an adunanidigezh).

Gervel a ra Strollad Breizh ar Bretonezed hag ar Vretoned da stourm a-gevret evit ur politikerezh all evit dazont Breizh.

Evit Strollad Breizh, Ar Prezidant, Gérard Olliéric

(voir le site)

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1178 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons