Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Gant 21 kinnig, bezomp oberiant adalek ar 21 a viz Meurzh evit Breizh
Savomp agevred ar c'hentañ kantved warn ugent ! Hiziv e rank Breizh ober dibaboù. Fellout a ra d'hor ragtres degas d'ar vro cheñchamantoù evit talañ ouzh kudennoù an endro
Par Roland Angotti pour Liste Bretagne au centre - 29 le 6/03/10 13:00

Gant 21 kinnig, bezomp oberiant adalek ar 21 a viz Meurzh evit Breizh. Savomp agevred ar c'hentañ kantved warn ugent !

Hiziv e rank Breizh ober dibaboù. Fellout a ra d'hor ragtres degas d'ar vro cheñchamantoù evit talañ ouzh kudennoù an endro. Ezhomm hon eus sikour pep hini evit dont a benn.

Evit ma vo ar Vreizhiz stummet gwelloc'h evit labourat er vro.

1. Krouiñ ur c'hef rannvroel evit an nevezentioù hag ar postoùlabour : an enklaskoù uhel, krouiñ ha dioren embregerezhioù bihan ha krenn war tachenn an teknologiezhioù nevez ha micherioù an dioren padus.

2. Pouezhañ war politikerezh ar poloù kevezusted a‐drugarez d'ar c'henlabour etrerannvroel, reiñ c'hoant d'an dud sevel embregerezhioù war tachenn an artisanelezh, al labour‐douar, ar pesketerezh, ar c'henwerzh, an douristelezh, an tisavouriezh…

3. Sikour pep lisead da zizoleiñ a‐bep seurt micherioù ha da gavout labour er vro. Ra vo kempouez an traoù ekeñver an deskadurezh, prevez, publik pe kevredigezhel.

4. Skoulmañ darempredoù stankoc'h etre skolioùmeur ar vro hag an takadoù micherel ; lakaat buan ar re o deus prenet skiant war ar vicher da gaout anaoudegezh evit o barregezhioù (VAE).

5. Sikour an deskidi hag ar stajidi da gavout embregerezhioù a implijo anezho da heuliañ o stummadurioù hirbad : rankout a ra ar Rannvro bezañ ur rouedad evit ar re n'o deus ket unan.

6. Komz asambles ha kemer divizoù a‐stroll evit diskoulmañ kudenn an tredan e Breizh . Kavout un emglev evit staliañ ur greizenn tredan skoazell ouzhpenn da zioren an energiezhioù padus. Evit ma vo Breizh kempouezh ha tost diouzh pep hini

7. Dioren, ouzhpenn d'an TGV betek Kemper ha Brest, ur rouedad hentoùhouarn evit an TER, stumm un « Triskell » dezhañ, o vont eus an hanternoz d'ar c'hreizteiz (Sant Brieg / An Oriant/ Gwened), sevel ul linenn Brest/ Naoned diehan. Hag echuiñ labourioù an RN 164.

8. Reiñ an tu d'an dud da veajiñ e Breizh dre holl transportoù boutin gant ur bilhed hepken anvet « Pass Bretagne » .

9. Reiñ muioc'h a bouez d'an tachennoù gwan, e‐keñver yalc'hadoù, hag oberiañ da gentañ evit ar postoù‐labour hag ar stummadurioù, al lojeiz, an transportoù hag ar yec'hed. Sikour da sevel Tiez evit ar yec'hed tost ouzh al lec'hioù o deus ezhomm anezho.

10. Lañsañ ur raktres bras evit sikour an dud : ar re gozh, an dud nammet, ar familhoù ha sikour da staliañ tiez retred en un doare kempouez war tachenn Vreizh.

11. Dont a‐benn da staliañ an uhelgas war an dachenn en he fezh, hag ober da gentañ war dro an takadoù hag a zo bet disoñjet (pellgomz, skingomz, skinwel, internet). Ra vo bravoc'h hor bro, ha padusoc'h.

12. Arc'hantaouiñ ar Ragtres FIER (Fonds d'Investissement pour les Energies Renouvelables) : ur galv eo evit ar ragtresoù liammet gant dioren energiezh an heol, energiezh ar mor, ar fotovoltaek, hag ar metanaat . Goulennet e vefe d'ar Vretoned kemeret perzh evit ac'hantaouiñ al labourioù‐se.

13. Kinnig da liseoù ar vro staliañ peadra da broduiñ energiezh (panelloù fotovoltaek da gentañ) gant ar pal bezañ emren : beveziñ = produiñ.

14. Reiñ sikourioù d'an dud evit ma vefe an tiez kozhañ nevezaet da grennañ an ezhommoù tredan, fioul hag all.

15. Prederiañ war an doare da gas ar varc'hadourezh dre an henthouarn en un doare efedus, e lec'hioù pennañ ar vro.

16. Goulenn digant ar stad mont war raok war « Politikereh an dour » evit ma c'hellfe ar Rannvro pledañ gant he labour (stourm a‐enep d'ar bezin glas), gant ar pal kaout un « dour mat da evañ » e pep lec'h e Breizh.

17. En ur zerc'hel o live produiñ, skoazellañ al labourdouar hag ar pesketerezh da labourat en un doare poellekoc'h ha doujusoc'h diouzh an endro. Krouiñ ul liamm gant an dud a vicher. Ambroug anezho davet labeloù (Bio, IGP…) evit priziañ gwelloc'h o labour. Sikour war memes tro da zioren war ar maez ar servijoù, an dudi, an douristelezh, ar pourmenadennoù… Savomp asambles ur Rannvro kreñv en Europa : Breizh

18. Lakaat e plas ur politikerezh etrevroadel war an eskemm gant rannvroioù kreñv dre ar bed : eskemmoù etre ar gelenerien skol‐veur, ar studierien, bodañ an embregerezhioù…

19. Ober eus Breizh unan eus Rannvroioù kreñv Europa en ur adunvaniñ gant al Liger Atlantel araok 2014.

20. Dioren aerborzhioù ar vro (linennoù etrerannvroel hag etrevroadel), Kemer amzer prederiañ war ragtres aerborzh Notre Dame des Landes ha prederiañ ivez war an doare ma vefe tu liammañ war eeun dre garr‐nij Breizh ha kreizennoù ekonomikel ha politikel pouezhus ar bed.

21. Lakaat e plas ur strategiezh digreizenniañ nevez evit dioren sevenadur ar vro, brudañ pinvidigezhioù hor bro war an dachenn‐se (abadennoù bev, arzoù, festivalioù, skolioù,…). Liammañ ar barregezhioù micherel, nerzh ar c'hevredigezhioù ha c'hoantoù ar bobl. Kreñvaat politikerezh yezh ar Rannvro dre ragtresoù liesseurt evit dioren ar brezhoneg hag ar gallaoueg (dre ar c'helenn, ar mediaoù nevez hag er vuhez foran) ; lakaat e plas kentelioù war istor Breizh evit al liseidi hag an deskidi.

Prest omp evit un demokratelezh rannvroel a dost

Bez e vezimp tost deoc'h war an dachenn, aozet 'vo gant an dilennidi emvodoù reoliek da selaou ha da zifenn ac'hanoc'h evit ar gwellañ.

Voir aussi sur le même sujet : élections régionales
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn