Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ganet eo bet 2skouarn
D'ar 5 a viz Du eo bet ganet kevredigezh Divskouarn, kevredigezh brudañ ha diorren ar brezhoneg tro-dro d'ar vugale vihan a-raok ar skoliata.
Ti ar Vro Bro Leon Ti ar Vro - Bro Leon pour Ti ar Vro - Bro Leon le 8/11/05 16:06

D'ar 5 a viz Du eo bet ganet kevredigezh Divskouarn, kevredigezh brudañ ha diorren ar brezhoneg tro-dro d'ar vugale vihan a-raok ar skoliata.

HOR PAL: Kas implij ar brezhoneg war-raok tro-dro d'ar vugale vihan adalek ar prantad dres a-raok o ganedigezh ha betek ma’z eont d'ar skol. E keit-se n'eus ket re a vec'h e-keñver o barregezhioù hag hollbouezus e vez perzh ar mammoù hag an tadoù.

EVIT TIZHOUT: Ar familhoù, al lec'hioù degemer evit ar vugaligoù; Ar magerezed; Ar skolioù divyezhek; Ar c'hreizennoù-stummañ evit micherioù a denn d’ar vugale vihan; Ar c'hreizennoù PMI; Al lec'hioù prientiñ ar gwilioud ( ospitalioù, klinikoù, tiez amiegezed ); An ensavadurioù ( CAF, strollegezhioù lec'hel) PESEURT SKOAZELL A C'HELL DIVSKOUARN REIÑ DEOC'H: Sevel stad an traoù ganeoc'h (termenañ hoc’h ezhommoù, spisaat ho koulennoù); Strollañ ha lakaat skiant-prenet pep unan e boutin; Talvoudekaat ha brudañ al luskoù a vez tro-dro d'ar vugaligoù (er magourioù, gant kevredigezhioù magerezed…); Sikour da sevel raktresoù ken a-fet arc'hant ken a-fet melestradur; Degas un harp teknikel et#9679; Broudañ, ha kas ar preder war-raok; Dielfennañ ha priziañ ar raktresoù Komz e divskouarn ar vugale a glev hag a bak un toullad mat a draoù hep bezañ gouest da respont gant gerioù…

Burev ar gevredigezh: Yannig Robin (prezidant), Erwann Denez (besprezidant), Yannig Bigouin (teñzorer) hag Izabel Thomas (sekretourez).

Titouroù: 2skouarn Ti ar Vro - Bro Leon 12, straed ar Marn 29260 Lesneven 02 98 83 30 41 tiarvroleon [at] wanadoo.fr

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons