Treuzkas eo pal ar c'hollokoù hag an devezhioù-studi dre-vras, e-mesk palioù arall c'hoazh : eskemm soñjoù, kas pelloc'h un enklask àr ar stern get sikour selloù ha mennozhioù nevez, kejiñ

Treuzkas eo pal ar c'hollokoù hag an devezhioù-studi dre-vras, e-mesk palioù arall c'hoazh : eskemm soñjoù, kas pelloc'h un enklask àr ar stern get sikour selloù ha mennozhioù nevez, kejiñ get enklaskerion arall...

Galv : un devezh-studi e brezhoneg
Galv : un devezh-studi e brezhoneg photographe

Treuzkas eo pal an devezhioù-studi aozet a-c'houde 2012 get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna : roiñ d'anaout labourioù kaset e brezhoneg hag àr ar brezhoneg, roiñ d'an enklaskerion ha d'an dastumerion an tu d'er gober e brezhoneg iwe.

Divizet eo bet enta lakaat an treuzkas da vout tem an devezh-studi da zonet kar ledan a-walc'h eo evit degemer a bep sort predegennoù ha danvezioù. Bez e c'hello tenniñ d'an treuzkas sevenadur dre vras, ha pa vehe àr dachenn an dañs, ar sonerezh, ar segredoù kegin, ar yezh, an enklaskoù skiantel ha c'hoazh...

Setu ma kav deoc'h ho peus danvez ur brezegenn a gouchahe mat doc'h an tem lakaet d'hon devezh-studi ar blez-mañ, na zoujit ket evit kas ho kinnig deomp. Evit gouiet hiroc'h, taolit ur sell àr ar galv amañ staget.

Evit monet e darempred geneomp : oliertidouaralre@gmail.com, 02 97 31 87 59

Documents liés

Olivier Berson

Ti Douar Alre fonctionne officiellement depuis début 2013. Sa création a été rendue possible par l’engagement du Syndicat Mixte du Pays d’Auray à soutenir financièrement le projet pendant trois ans et la garantie du Conseil général du Morbihan et de la Région Bretagne d’y être attentifs. Son ambition est de fédérer les énergies (associations, individus…) pour promouvoir le patrimoine breton et proposer des animations en rapport avec lui tout au long de l’année : Bro Alre Gouil Bamdé (Un Automne Autrement), Gouel Breizh (Fête de la Bretagne), Sizhunvezh ar Brezhoneg, (Semaine du Breton), Mardis de la Dañs, Challenge Douar Alre, etc. En savoir plus