Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Appel -
Galv Skol Diwan Louaneg da vanifestiñ
Gervel a ra Diwan Louaneg da gemer perzh en ur vanifestadeg vras evit e skoazellañ, d'ar sadorn 15 a viz Gwengolo da 3 eur g.k. dirak ti-kêr Louaneg (hep banniel
Par Stéphanie Stoll pour Harpañ Diwan e Perroz le 10/09/12 0:25

Gervel a ra Diwan Louaneg da gemer perzh en ur vanifestadeg vras evit e skoazellañ, d'ar sadorn 15 a viz Gwengolo da 3 eur g.k. dirak ti-kêr Louaneg (hep banniel ebet deus strollad politik ebet).

Betek dibenn ar bloavezh-skol 2012 en doa laosket maer Louaneg da grediñ e labourfe didrouz evit ma c'hallfe kêr Louaneg prenañ savadurioù goullo skol brevez ar gumun, ha feurmiñ ul lodenn diouti d'hor skol Diwan d'ur priz dereat. Fiziañs hon devoa betek ma cheñchfe ar maer penn d'ar vazh.

Diwar neuze ha betek ar gwener 7 a viz Gwengolo (devezh an emvod kinniget gant ar prefeti evit klask en em glevet, bet tapet a-drugarez da benn-kabined François Hollande) en deus klasket Diwan Louaneg komz gant an ti-kêr evit klask asambles un diskoulm.

Bremañ en deus dibabet an ti-kêr nac'hañ komz ouzhimp :

- Un dro wenn eo bet an emvod er prefeti.

- An ti-kêr en deus skubet teuliad Ti ar c'hevredigezhioù savet hag arc'hantaet gant ar Rannvro.

N'eus nemet ur pal gant an ti-kêr : skarzhañ bugale skol Diwan Louaneg diouzh ar gumun evit ma 'z afent da Lannuon.

Dibaoe c'hwec'h vloaz 'zo, kerent ha mignoned Diwan Louaneg o deus lakaet ar skol da greskiñ, roet labour da stalioù ar gumun, lakaet ar brezhoneg da vevañ, skoulmet darempredoù sokial gant reoù gozh MAPA Louaneg hag o devoa kinniget e vefe savet stalioù-labour gante.

E-pad keit-se e oa chomet direspont goulenn ar skol evit ma c'hallfe mont he skolidi da levraoueg ar gumun; priz ar gantinenn hag an diwallerezh a zo kresket spontus evitomp; ur skolaerez a rank kelenn en trepas goude merenn abalamour ez eo re strizh ar salioù-klas implijet ganimp.

Savadurioù a-walc'h a zo e Louaneg evit ma c'hallfe kreskiñ ar skol Diwan koulz hag ar skol bublik.

Gervel a reomp an holl da vezañ niverus ganimp disadorn goude kreisteiz : ar c'hevredigezhioù, an holl dud ha dreist-holl an dilennidi hag a zo niverus-bras e Breizh o sevel a-du gant ar brezhoneg ha gant ar fed e chomfe ur yezh vev.

Skarzhañ Diwan deus Louaneg a dalv kement ha :

Difenn ouzh bugale ar gumun da zeskiñ brezhoneg,

Degemer ma c'hallfe un ti-kêr e Breizh sevel a-eneb dazont ur yezh hag a zo renket e-touesk ar reoù en arvar gant an UNESCO.

Gervel a reomp ivez an holl dud n'hallont ket asantiñ e vefe lakaet bugale er-maez o serriñ o skol dezhe; an holl dud n'hallont ket degemer e vefe serret tri fost-labour abalamour da vennozhioù politik 'zo.

Goulenn a reomp :

- e tilezfe ar maer e soñj hag e asañtfe da ginnigoù ar galloudoù publik hag a skoazell ac'hanomp

- e paouezfe ar Stad da lakaat skoilhoù war an hent evit ma vefe sinet ar c'hevrad gant ar Stad, evel ma rankfe bezañ graet dibaoe ouzhpenn ur bloaz 'zo

- e paouezfe enebourien Diwan da implijout arguzenn ar 7vet post roet d'ar skol bublik (ar pezh a zo ur c'heloù mat) a-eneptomp evit skarzhañ hor skol deus ar gumun : plas a zo evit tout an dud e Louaneg;

Embann a reomp war ar memes tro :

- bezañ mennet da chom e Louaneg

- bezañ digor da gement kinnig a c'hallo sikour da gavout un diskoulm mat evit an holl

Emgav disadorn 15 a viz Gwengolo, da 3 eur g.k.

dirak ti-kêr Louaneg

hep banniel ebet deus strollad politik ebet

Evit Skol Diwan Louaneg,

Kuzul Skoazell “Harpañ Diwan“

Voir aussi sur le même sujet : skol,diwan,louaneg
logo Harpañ Diwan e Perros a zo kuzul skoazell skol Diwan Louaneg. Digoret eo ar skol a-baoe miz Eost 2006.
[ Gwelout pennadoù all Harpañ Diwan e Perroz]
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons