Redadeg 2020 a vo eus ar Gwener 15 betek ar Sadorn 23 a viz Mae Pelec'h ‘vo al loc'hañ ? an degouezh ? Ha gant piv e vo aozet ar gouelioù dreistordinal-se ? Prest e vijec'h d'ober war-dro al loc'hañ pe an degouezh e 2020 ? Na chomit ket da dortal : savit un darvoud leun a vuhez ha startijenn tro-dro d'hor yezh. Un do

Redadeg 2020 a vo eus ar Gwener 15 betek ar Sadorn 23 a viz Mae

Pelec'h ‘vo al loc'hañ ? an degouezh ?

Ha gant piv e vo aozet ar gouelioù dreistordinal-se ?

Prest e vijec'h d'ober war-dro al loc'hañ pe an degouezh e 2020 ? Na chomit ket da dortal : savit un darvoud leun a vuhez ha startijenn tro-dro d'hor yezh.

Un doare ken mat all eo da lakaat war-wel hag enoriñ arzourien ha kevredigezhioù ho pro.

Digor eo ar galv d'an holl gevredigezhioù. Bez' e rank aozerien an darvoud doujañ ouzh evezhiadennoù bet lakaet e kaier ar c'hargoù-mañ kevret.

A-benn sikour brudañ ha broudañ an darvoud hag aesaat labour ar re a raio war-dro an darvoudoù-se e vo krouet ur bodad skoazell gant youlidi ha gopridi ar Redadeg.

Gortoz a reomp ho respontoù d'an diwezhatañ a-benn an 10 a viz Here 2018 ! Strollad ar juri a vo diouzhtu d'an 13 a viz Here, an aozerien a vo pedet da ginnig o zarvoud.

Kasit ho teuliad dre bostel : darempred@ar-redadeg.bzh

pe dre lizher : Ar Redadeg - BP15 - 35310 Morzhell / Mordelles

Teuliad ar galv : klikit amañ

JPEG - 488.6 ke

Ce communiqué est paru sur Ar redadeg https://www.ar-redadeg.bzh

logo Ar Redadeg symbolise la transmission de la langue bretonne à travers les générations et les territoires tout en collectant des fonds pour favoriser la pratique du breton dans la vie sociale et familiale. Née en 2088, la Redadeg a lieu tous les deux ans, la 3e édition était en mai 2012, de Brest à Douarnenez Des milliers de personnes courent nuit et jour, en relais, à chaque kilomètre sur 1500kms et sur les 5 départements bretons. Le témoin, symbole de la langue bretonne, transporte un message gardé secret, il passe de main en main et est lu à l'arrivée. C'est un événement à la fois solidaire, sportif, culturel, familial, populaire et festif. Un événement à fort impact médiatique, économique et culturel. En 2014 il est prévu de courir entre le samedi 24 mai et le samed