Minority safepack

Intrudu keodedel europat : N'eo KET UR SINADEG met ur benveg demokratel dihanterat savet gant parlamant europat , marteze ar chañs diwezhañ evit kaout ur framm lezennel evit gwareziñ ar yezhoù bihanniver ha reiñ un dazont d'ar #brezhoneg !

Ouzhpenn 1,100,000 skoazell a zo d'an 2 a viz Ebrel ! Met evit ma vo talvoudus #MinoritySafepak eo ret mont dreist d'ar million ha tizhout 1,200,000 skoazell .

Rak kredapbl e tiskenno an niver ur wech gwiriet pep sinadur gant ar stadoù ha ket get an Europa (titouroù direizh, sinet 2 wech...).

Ha ret eo tapout 10 000 skoazell e Frañs ( 8,400 a zo d'an 2 a viz Ebrel mintin)

51,000 sinadur zo bet rasteller e bro Spagn, 46,000 e bro Italia, 19,000 e bro Alamagn..

Holl asambles, lakaomp an dud tro dro deomp da sinañ, sinañ sinañ BETEK AN 3 A VIZ EBREL.

SKIGNIT, KOMZIT, KENDREC'HIT ha lakait da SINAÑ !

➡️SINIT betek an 3️⃣ a viz Ebrel / Avril !

https://ec.europa.eu/citizens-initiative/32/public/#/