
Hag gant an hetoù... Galv da raktresoù evit Redadeg 2014 Adlañsañ a ra Ar Redadeg he skoazell evit ar yezh ha kas a ra an trede galv d’ar raktresoù. Evit ledanaat tachenn ar
Ha gant an hetoù...
Galv da raktresoù evit Redadeg 2014
Adlañsañ a ra Ar Redadeg he skoazell evit ar yezh ha kas a ra an trede galv d'ar raktresoù.
Evit ledanaat tachenn ar skoazell e vo degemeret ar raktresoù adalek 2000 euro.
Kinniget eo d'an dud gant “Kuzul ar re fur” ha kuzul-merañ ar Redadeg prederiañ diwar-benn mennozhioù e-giz :
- Degemer dre soubidigezh e familhoù e-lec'h ma vez komzet nemet brezhoneg,
- C'hoarioù-video e brezhoneg (prenañ gwirioù)
- Geriadurioù, holloueziadurioù skeudennet evit ar yaouankiz (klasoù kentañ derez, 6vet,5vet)
- Raktresoù evit ar grennarded
- Treiñ dafar pedagogel evit deskiñ e brezhoneg
Arabat bezañ harzet gant ar c'hinnigoù-mañ. Chom a ra ar galv-mañ digor-tre ha ne vez difennet danvez ebet, soñj ebet, micher ebet. Neb a gar a c'hell kinnig ur raktres gant ma 'z eo e bal kas war-raok, broudañ hag implij ar yezh.
Kas ar c'hinnigoù : a-raok an 20 a viz Mae 2013
Emañ war hol lec'hienn ar galv hag an teuliad emginnig da bellgargañ.www.ar-redadeg.org
Bec'h d'ar raktresoù nevez ha kalon vat d'ar berzhidi !
Arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo ar Redadeg a rummad da rummad, a vro da vro, en ur zastum arc’hant evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
Ganet e 2008, un darvoud a bep eil bloaz eo. An trede Redadeg a oa e miz Mae 2012, eus Brest da Zouarnenez
Redek a reont milliadoù a dud, noz ha deiz, dre an 5 departemant Breizh.
Redadeg a-eilek km ha km a-hed 1500 km, ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo enni ur gemennadenn guzhet, treuzkaset eus an eil dorn d’egile hag a vez lennet en degouezh.
Un darvoud ar un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.
Aozet e vo e 2014 eus Montroulez d'ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d'ar Sadorn 31 a viz Mae.
ar Redadeg - BP 15 - 35310 Morzhell / Mordelles - 09 61 20 26 11
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !