Kemer a reot perzh, digwener, da c'houel ar Prizioù. Hor tomman gourc'hemennoù evit bezan lakaet war wel hor yezh hag hor sevenadur e Breizh a bezh. E Breizh a bezh ? Peurvat ket
Galv "brezhoneg barzh an tele" ! Kemer a reot perzh, digwener, da c'houel ar Prizioù. Hor tomman gourc'hemennoù evit bezan lakaet war wel hor yezh hag hor sevenadur e Breizh a bezh. E Breizh a bezh ? Peurvat ket, rak evel ouezit dilemet eo bet abadennou France 3 e brezhoneg e Liger-Atlantel abaoe 10 bloaz dija. Poblans hor departament ne c'hell ket eta aes darempredin ar yezh hag ar sevenadur hag a stumm lod o identitelezh. Dalc'hit soñj e vo ar gouel se an abadenn nemetken e brezhoneg ar bloaz-mañ da vezañ skignet e Liger-Atlantel ha c'hoazh, ar bloaz-mañ, he deus divizet ar chadenn he skignañ ar Gwener da heul da 8 eur 50 mintin e-lec'h ar sul da 10 eur 50 evel e rannvro Breizh ! An digarez nemetken e vo koulskoude da gas deomp ur kelou kengred pe da c'houlenn digant France 3 skignan en dro an abadennou Brezhoneg e Liger-Atlantel daoust d'an strivoù graet gant ar chadenn evit skignañ war Internet. Trugarez en a-raok evit ho sikour !Ar Prizioù a zo da sellout ouzh http://www.france3breizh.fr/priziou e brezhoneg hepken, pe istitlet e galleg.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !