Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Galv Ai'ta ! Appel d'Ai'ta !

Kemennadenn en div yezh - Communiqué bilingue Galv Ai'ta ! d'ar geodedourien, strolladoù politik, sindikadoù, kevredigezhioù Appel d'Ai'ta ! aux citoyens, partis politiques, syndicats, associations Ar strollad Ai'ta ! hag a labour evit difenn

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 15/05/14 18:17

Kemennadenn en div yezh - Communiqué bilingue

Galv Ai'ta ! d'ar geodedourien, strolladoù politik, sindikadoù, kevredigezhioù

Appel d'Ai'ta ! aux citoyens, partis politiques, syndicats, associations

Ar strollad Ai'ta ! hag a labour evit difenn ha broudañ ar brezhoneg a zo o sevel ur pezh darvoud fest ha stourm a vo dalc'het d'an 8 a viz Even 2014, er menezioù Are, e Plouneour-Menez. Pal an darvoud-se eo goulenn groñs ma vo krouet ur chadenn skinwel a roio o flas gwir d'hor yezh ha d'ar re a ra ganti, hag a vo skignet war pemp departamant Breizh.

Pell 'zo dija e c'houlenn ar Vretoned kaout ar media-se e gwirionez, met hiziv n'emaomp ket gwall bell ken, dreist-holl pa weler e tlefe bezañ embannet e dibenn miz Mae disoc'hoù an enklaskoù kaset gant ar c'homision Brucy evit gouzout peseurt dazont reiñ da Frañs 3, ha pa ouier emañ war ar stern lodenn nevez an digreizennañ, da lavaras ar gouarnamant. Setu degouezhioù ne c'hellomp ket c'hwitout warno atav ! Cheñchet eo an traoù e Breizh dija dibaoe dibenn 2013 gant Pakt Dazont Breizh. Daoust ma n'eo ket disi en deus damzigoret dorioù nevez e ti ar c'hleweled, dreist-holl p'emañ skrivet « emañ an diorren a servij kleweled rannvro e-touez an oberoù a c'hellfer arnodiñ » a-raok na vefe meneget « e vefe tu brasaat plas an abadennoù brezhonek » ennañ.

Deomp-ni eta da dapout ar maout ha da c'hounit bremañ ar media modern-se he deus ezhomm hor bro ! Fellout a ra deomp e vefe devezh an 8 a viz Even evel arouez ar stourm kaset gant ar Vretoned evit hor yezhoù hag hor sevenadur, evit an digreizennañ hag an demokratelezh e Breizh. Nevez 'zo hon eus gwelet meur a zarvoud war an dachenn-se, da skouer ar chadennadoù tud e Brest, Roazhon hag an Naoned e miz C'Hwevrer 2013 evit ma vo krouet ar media-se ; galv Pondi en deus pouezet war ar memes tu d'e dro ; manifestadeg vras an Naoned e miz Ebrel tremenet he deus graet kement all ivez... An darvoud nevez-mañ a rank kreñvaat al luskad-se, ha fellout a ra deomp reiñ o flas d'an holl, keodedourien, dilennidi, kevredigezhioù, sindikadoù, strolladoù politik, a oar pegen pouezus eo gounit ar media-se evit hor yezh hag evit Breizh.

Se 'zo kaoz e pedomp ac'hanoc'h d'an 8 a viz Even hag e kinnigomp deoc'h gervel hoc'h izili hag ho mignoned da vont di stank-ha-stank. Setu penaos e tremeno an traoù : da 3 eur goude kreisteiz e loc'ho kuit eus bourk Plouneour-Menez ar gerzhadeg festus a gaso ac'hanomp betek ar Roc'h Tredudon. Eno e vo roet ar gaoz d'an holl aozadurioù evit ma c'hellint lavarout pegen pouezus eo ar stourm-se evito, ha da c'houde e vo laosket ar plas da ganerien ha kanerezed brudet evit difenn Breizh hag ar brezhoneg.

Fellout a ra deomp e vefe un darvoud plijadurus hag un digarez da unaniñ an dud. Gant se e c'houlennomp ne vefe douget nemet ar Gwenn-ha-Du, evel arouez ar Vretoned unanet tro-dro d'ar memes pal en desped d'an diforc'hioù a c'hell bezañ etrezomp. Gant ar spered-se ez imp war-raok betek gounit ar pezh a fell deomp ! Da heul ar gerzhadeg e vo tro ar « boum » en un atant nepell diouzh ar bourk. Eno e vo sonadegoù gant strolladoù meur ar vro ha pedet oc'h a-wir galon evel-just d'an nozvezh ivez.

Da c'hortoz ho respont, resevit hor gwellañ gourc'hemennoù.

A galon ganeoc'h !

Ai'ta ! Breizh

ai.ta.breizh [at] gmail.com

--

Le collectif Ai'ta ! pour la défense et la promotion de la langue bretonne organise un grand rassemblement festif et militant le 8 juin 2014 dans les Monts d'Arrée à PLOUNEOUR-MENEZ afin d'exiger la création d'une chaîne de télévision donnant toute sa place à notre langue et à ses locuteurs et diffusée sur l'ensemble des cinq départements bretons.

Ce média que les Bretons réclament depuis longtemps est aujourd'hui à portée de main, au vu de nombreux éléments, notamment la remise prévue fin mai des conclusions du rapport de la commission Brucy chargée de travailler sur l'avenir de France 3 et le nouveau volet de la décentralisation annoncé par le gouvernement. Ce sont là des opportunités que nous devons saisir sans attendre ! Le contexte politique breton a d'ores et déjà évolué avec le Pacte d'avenir de la Bretagne de décembre 2013. Si imparfait soit-il, celui-ci ouvre de nouvelles perspectives en la matière en stipulant que « le développement d'une offre audiovisuelle régionalisée est retenu parmi les domaines pouvant faire l'objet d'une expérimentation » avant d'évoquer « les possibilités de renforcer les programmes en langue bretonne. »

A nous tous, donc, de transformer l'essai et de gagner maintenant ce média moderne dont la Bretagne a besoin ! Nous voulons que la journée du 8 juin soit à l'image de l'importante mobilisation de la société civile bretonne pour le droit à nos langues et culture, la décentralisation et plus de démocratie en Bretagne. Récemment, de nombreuses initiatives ont été prises dans ce sens, à l'exemple des chaînes humaines à Brest, Nantes et Rennes en février 2013 exigeant la création de ce média, de l'appel de Pontivy reprenant à son tour cette revendication, puis, en avril dernier, la grande manifestation pour la réunification de la Bretagne à Nantes allant également dans ce sens... Cette nouvelle initiative doit amplifier ce mouvement de fond, et nous souhaitons y associer tous ceux, citoyens, élus, associations, syndicats, partis politiques qui se sentent concernés et mesurent l'enjeu d'un tel média pour notre langue et pour la Bretagne.

C'est pourquoi nous vous convions à cette journée du 8 juin et vous proposons d'appeler vos adhérents et sympathisants à y participer nombreux. Concrètement, la marche festive animée par notre collectif partira du bourg de Plouneour-Menez à 15h pour se rendre jusqu'au Roc'h Tredudon. Un temps de parole permettra à toutes les organisations présentes de rappeler les enjeux et l'importance actuelle de nos revendications, avant que des chanteurs et chanteuses connues pour leur engagement en faveur de la Bretagne et de la langue bretonne ne prennent à leur tour le micro.

Nous voulons que cette marche se déroule dans un esprit joyeux et rassembleur, aussi souhaitons-nous que seul le Gwenn-ha-Du puisse être porté à cette occasion, symbole de l'unité bretonne qui doit prévaloir et dépasser nos différences pour que nous puissions gagner ensemble cette lutte. Suite à cette marche festive aura lieu une « boum » à proximité du bourg avec le concours de plusieurs groupes phares de la scène bretonne, soirée à laquelle vous êtes tous cordialement invités.

Dans l'attente de votre réponse, recevez nos sentiments bretons.

A galon ganeoc'h !

Ai'ta ! Breizh

ai.ta.breizh [at] gmail.com

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 1 ?