Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference debat -
Furnez ar gwez gant Daniel Giraudon
Daniel Giraudon eo (kelenner, tudoniour ha konter) a gomzo er « Café Breton » e Brest. Skrivet en deus ar paotr meur a levr diwar-benn kredennoù ha troioù-lavar ar bobl, koulz e Breizh Izel hag e Breizh Uhel
Michel Treguer pour Café Breton Librairie Dialogues Brest le 30/09/10 12:12

Daniel Giraudon eo (kelenner, tudoniour ha konter) a gomzo er « Café Breton » d'ar meurzh 5 a viz Here, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest.

Skrivet en deus ar paotr meur a levr diwar-benn kredennoù ha troioù-lavar ar bobl, koulz e Breizh Izel hag e Breizh Uhel : « Du Coq à l'âne » e-keñver al loened, « Du soleil aux étoiles » diwar-benn an oabl, al loar, an heol, ar glav ; « Du chêne au roseau » war ar gwez, ar geot, al louzoù...

Meur a vloavezh eo bet ret evit dastum an teñzorioù-se digant ar re gozh, hag ur blijadur nevez eo bepred klevout Daniel Giraudon displegañ anezho a-nevez gant startijenn, fent ha ha from kemmesket. Dont a raio gantañ daou vignon kozh dregeriad, Roger Daniel ha François Le Faucheur.

Deuit e-leizh ! Plijadur a vo ! Komzet vo brezhoneg ! Yezh Bro Dreger evel just !

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons