Priz danevelloù e brezhoneg e Karaez

Réalisation : fea - tvbk – 152 vues

Kavet fentus gant ar juri, e touez 21 danevell kaset gant an tiez embann evel al Liamm, pe gant skrivagnerien danevelloù, setu Fulub Oillo o rentañ enor da gêr Karaez

Kavet fentus gant ar juri, e touez 21 danevell kaset gant an tiez embann evel al Liamm, pe gant skrivagnerien danevelloù, setu Fulub Oillo o rentañ enor da gêr Karaez

"Ur gêr skouer eo Karaez, amañ e oa bet krouet an Erer kozh, al lise Diwan, emañ sez Ofis ar brezhoneg, ret e vefe kaout ur bern Karaez e Breizh". Fulub a zo en e aes ouzh mikro sal vras gouel al levrioù Karaez. Trugarekaat a ra Naig Kervella he doa kalonekaet anezhañ da skrivañ, ne ouie ket zoken e oa bet lakaet e zanevell da gonkouriñ !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....