A-raok Kergrist ha Lors Jouin gant "beaj ar Pap", e vo c'hoariet "E kreiz ma bro"
A-raok Kergrist ha Lors Jouin gant "
beaj ar Pap", e vo c'hoariet "
E kreiz ma bro" gant strollad Fubudenn evit an daouzegvet gwech
Goude Porspoder, Tregon, Esquibien, Kerien, Kemperle, Karaez, setu tro An Arzhanaou, disul o tont da 5 eur e sal nevez Loeiz Yhuel.
Ur grouidigezh gant dibunadeg tud iskis a Vreizh : ar grampouezherez gant un davañter brodet, ur Jean-Mai kamm a lenn Baudelaire,
ur punk sot gant Louise Ebrel, ur vonedez ruz entanet gant ar stourm...
Sonerezh graet gant div dreujenn-gaol, kanaouennoù e brezhoneg, testennoù savet gant ar strollad, estreget testenn Tangi Malmanche (ar Baganiz') c'hoariet er video.
Kan ha diskan, kanaouennoù hengounel, ha kompozet a-nevez.
Goude "
Dañjerus tamm ebet", "
Kurunennoù ar Rouanez", "
Opera ar moc'h", setu neuze echu "
E kreiz ma bro disul". Un dra nevez war ar stern ? "
Penaos buhez, lâre Filo", a vo c'hoariet a-benn c'hwec'h miz, testennoù merc'hed, fentus ha kriz, 'giz anv ar strollad "
Fubudenn". Ha dre voneur, e raio glav disul !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !